Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Elfennoù munut-kenañ (douar, maen, lien, h.a.) zo en arlug en aer hag en em laka war an arrebeuri pe a chom a-skign war al leur. HS. poultr(enn), huan. 2. Bouloùigoù blev ha poultrenn a grou en tiez, dindan an arrebeuri prl. Uloc'h a oa dindan ar gweleoù. Sell an uloc'h zo amañ dindan ar gwele.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

uloc'h

1659
Référence : LDJM.1 pg orme

uloc'h

1850
Référence : GON.II pg évlec'h, uloc'h

Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.

1923
Référence : SKET p.69

Rak n’eus mann hag a heugfe gwashoc’h outañ an doueed eget an digempenn, al loudour, an uloc’h, ar saotr, ar mouezh flaer.

1923
Référence : SKET p.63

uloc'h

1923
Référence : SKET p.194, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "poussière".

Gwennaat a rejont el lec’h-se ha mont en uloc’h hep ma teuje dorn den ebet da stekiñ outo nepred.

1923
Référence : SKET p.128

Reiñ bod d’an uloc’h ha d’an astuz, un hirvarv ne ra ken !

1924
Référence : SKET.II p.27

Fank hag uloc’h az po digantañ da zibriñ ha dour-hañvouez da evañ.

1924
Référence : SKET.II p.45

"uloc’h" g.

1924
Référence : SKET.II p.144 « Geriadurig », "poussière" (Kerne).

Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].

1949
Référence : SIZH p.43

Rak, ni, an Dibabidi, ne veritomp ket hon enor. N'omp netra nemet uloc'h ha sempladurezh. Netra ne gont nemet an Aotrou hag E c'hras...

1949
Référence : SIZH p.61

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux