Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

A. (en e furm unan, oc'h aroueziñ un den, ul loen, un dra hepken) 1. (e-unan pe dirak bennak pe c'hoazh dirak un ag.) Un den. Anavezout a ran unan a vo plijet gant an dra-se. Ouzh unan a lavar ya ez eus dek a lavar nann. • Klevet em eus unan bennak o tont. • Unan klañv, unan glañv. Unan klañv bennak, unan glañv bennak. Unan bennak klañv. Unan bennak eus e vugale, unan bennak anezho. Kas unan marv d'an douar. • Ur c'hozh unan : un den kozh. • Unan barv du : un den, dezhañ barv du. 2. (e-unan) An den. N'eo ket unan evit krediñ pegen drouk eo an den-se. Ne vo ket unan sur eus e vuhez ken. 3. (db. an dud, an traoù) Hini. Pep unan eus ar c'hadorioù, pep unan anezho. Aet eo pep unan en e hent. • Ne welan nep unan, unan ebet. • Un hanter unan : un hanterenn eus udb. • Ur mell unan. • Kement unan zo ganet a ranko mervel. • Kemer unan pe unan eus an div frouezhenn-se, ag an div frouezhenn-se, unan pe unan anezho. & Trl. (distag diouzh ar c'henarroud zo araozo) Mard eus (bet) unan, mar boe unan : troienn a reer ganti evit lakaat dibarder ub., udb. a-wel. Ul labour tenn, mard eus unan. Ur brogarour, mar boe unan. 4. (goude ar gm. a., en ul lav. nac'h pe ur goulenn) Un unan : den pe zen, loen pe loen, tra pe dra. Roet em eus an holl lizheroù deoc'h: ne gredan ket e vefe kollet un unan. Ne zeuy ket un unan ac'hanoc'h en ti. Daoust hag un unan eus an dud-se a c'hallfe ho skoazellañ ? 5. Trl. (db. an dud, an traoù) Unan an arall : an eil egile. & Unan war-lerc'h an all: an eil war-lerc'h egile, eben. 6. Adv. (db. an dud, an traoù) Unan-hag-unan : hini ha hini, an eil goude egile, goude eben. Mont unan-hag-unan : kerzhet an eil da heul egile, eben. & Tr. adv. Unan da unan, a unan da unan : hini ha hini, an eil goude egile, goude eben. 7. Unan ... (hag) unan, unan ... (hag) un all, (hag) un arall, unan ... (hag) egile, (hag) eben : troiennoù a dalvez da lakaat daou zen, daou loen, daou dra keñver-ha-keñver, d'o enebiñ an eil ouzh egile. Div vouezh a glevan : unan gwaz, unan maouez : ur vouezh gwaz hag ur vouezh maouez. Arabat eo e vefe unan o labourat, un all o sellet outañ. Div stal zo eno : unan a-zehoù hag eben a-gleiz. Daou baotr o deus : anv unan Herve hag anv egile Loeiz. Unan a lavar un dra, an arall un dra arall. 5. Trl., dre fent (db. an dud) Unan hag unanez : ur gwaz hag ur vaouez bennak. & Unan pe unanez : unan bennak, gwaz pe vaouez. B. 1. (en e furm lies, db. an dud) Unanoù, unanoù bennak : lod, un nebeud hiniennoù. Anavezout a ran unanoù o doa c'hoant dont ganimp. Gounezet en doa unanoù mat ag ar pennoù bras : lod kaer anezho. Bez' e oa unanigoù all a oa chomet bev ivez. 2. Tr. adv. Dre unanoù : hini ha hini, an eil goude egile, goude eben.

Exemples historiques : 
114
Masquer la liste des exemples

ar materi a studian pe brederan a gavan garv, goude hon holl fed er bed-mañ, diwezh pep unan eo ar marv

1450
Référence : M. p14

dilijant en ur propoz

1499
Référence : LVBCA p58, 70, 171, 201 (idem)

unan bennak

1499
Référence : LVBCA p35, 201 (aucun [= quelqu'un])

pep unan

1499
Référence : LVBCA p161, 201 (chascun)

Lesanvet vezo hep nep gaou / Geneomp-ni ivez en dezraoù, / Hervez e zoktrinoù laouen : / Dirak pep unan kordial, / Rak e zoktrin ouzh pep skandal : / Ha droug a vir kalon pep den.

1575
Référence : M. p34

Ha [da g-]kement unan a selebro an dez[-mañ] a basion ha gwir devosion, ar sikour a c'hoantaint en neñv !

1576
Référence : Cath p24

Hag ez respont un [bennak] o lavaret: an [hini] inosant a zaouzorn hag an hini a vezo naet a galon &c.

1576
Référence : Cath p4

27. Peheni a respontas [Katell] dezhi : « Na vezet aon ebet, mignonez an aotrou Doue, rak hiziv ez vezo ar rouantelezh eternel evit unan trañzitoar, hag evit ur pried mortel ez vezo unan imortel. »

1576
Référence : Cath p21

Hag ez teuas d'en em varvailhañ en bras war an gened anezhi, maz c'houlennas piv oa, hag ez voe respontet dezhañ gant unan a'n gwerc'hezed, homañ eo Katell peheni a gustumes en amzer dremenet da aznavout[.]

1576
Référence : Cath p26

Neuze unan anezhe, gant despid, a respontas : ur c'huzul gailhart evit un impalaer, añsembliñ kellies a zen savant a divers ha pell vroioù evit disputen ouzh ur verc'h yaouank ha debil ha frajil e-lec'h ma'z c'hallse fasilamant unan [a] hor paotred pe lakezed he faezhañ.

1576
Référence : Cath p11-12

Pan lavarer an chapeled ez eo ret lavaret war pep unan a'n greun bras ar Pater noster hed-ha-hed, ha war pep unan a'n re vunut an Ave Maria tout antier ha war ar groaz[,] an Gredo.

1622
Référence : Do. p56

ker superbus eo ma tispriz pep unan

1659
Référence : LDJM.1 pg (il est) tellement (superbe qu'il mesprise tous les autres)

ni hon vnan

1659
Référence : LDJM.1 pg nous (mesmes)

ma vnan

1659
Référence : LDJM.1 pg (ma) vnan

ma vnan

1659
Référence : LDJM.1 pg (da) vnan

un' all

1659
Référence : LDJM.1 pg vn autre

n'er c'haran ket mui evit un' all pe mu 'get un' all

1659
Référence : LDJM.1 pg (ie l'ayme pas) plus (qu'vn autre

pep a unan

1732
Référence : GReg pg chaque (le sien)

ar vertuz a garantez hon oblij da garet Doue a-greiz hon c'halon, hag hon nesañ evel hon-unan

1732
Référence : GReg pg (la) charité (consiste à aimer Dieu de tout son coeur, & à aimer son prochain comme soi-même)

pep unan e hini

1732
Référence : GReg pg chaque (le sien)

kalz a gomzioù e-lec'h unan

1732
Référence : GReg pg circonlocution (periphrase)

Unan eus an daou genbrometet.

1732
Référence : GReg pg fiancé (Un des deux fiancez.)

divouzelliñ unan bennak

1732
Référence : GReg pg (arracher les) entrailles (à quelqu'un)

Ur bobl a dremen hag un all a zeu.

1732
Référence : GReg pg generation (Une generation passe, & l'autre vient.)

Skeiñ a ra evel un dall

1732
Référence : GReg pg frapper (Il frappe comme un sourd.)

A-wizhioù ez kemere ur ger evit un' all.

1732
Référence : GReg pg fourcher (La langue lui fourchoit quelquefois à son sermon.)

kemeret ur ger evit un' all

1732
Référence : GReg pg fourcher (Se fourcher, parlant de la langue.)

na gariñ ket unan bennak

1732
Référence : GReg pg affectionné

lavaret ur ger e-lec'h un' all

1732
Référence : GReg pg fourcher (Se fourcher, parlant de la langue.)

unan pep unan

1732
Référence : GReg pg a

diouzh an oad a resevidigezh e roer e garg da bep unan

1732
Référence : GReg pg ancienneté

unan bennak

1732
Référence : GReg pg aucun (quelqu'un)

reiñ melaj da unan bennak

1732
Référence : GReg pg flater (caresser, tâcher de complaire par des bassesses, loüer, approuver tout en une personne, Van.)

tenniñ e kuzh àr unan bennak

1732
Référence : GReg pg canarder (quelqu'un)

pep unan

1732
Référence : GReg pg chacun (chacune, pronom singularisant)

holl, ha gwitibunan, bede-hac-unan

1732
Référence : GReg pg (tous en general, &) chacun (en particulier)

pep unan

1850
Référence : GON.II pg pép-hini, pg péb-unan (pron. indéterminé. chacun, chaque personne ou chaque chose).

Mont en arbenn da unan bennak.

1850
Référence : GON.II pg arbenn (Aller à la rencontre de quelqu'un ou aller à l'encontre de quelqu'un, c'est à dire, l'affronter).

Unan eus a gleuroù ar c'harr a zo torret.

1850
Référence : GON.II pg kleûr (Un des limons de la charrette est rompu).

En deiz-all e welis unan eus ho merc'hed.

1850
Référence : GON.II pg enn-deiz-all (dernièrement je vis une de vos filles).

un' all

1850
Référence : GON.II pg all (un autre, une autre).

Unan bennak

1850
Référence : GON.II p.28, livre premier, "quelqu'un, quelqu'une".

Likit evezh na vec'h gwelet gant unan bennak.

1850
Référence : GON.II p.92, livre second, « Prenez garde d’être vu par quelqu’un ».

N’hoc’h eus-hu ket klevet unan bennak ?

1850
Référence : GON.II p.86 (N’avez-vous pas entendu quelqu’un ? )

Unan bennak a zo en ho ti.

1850
Référence : GON.II p.83, livre second, "Il y a quelqu'un chez vous".

Pep hini / pep unan a gav mat ar pezh a ra.

1850
Référence : GON.II p.74

Pep a hini / pep a unan hon eus bet.

1850
Référence : GON.II p.75 (nous avons eu chacun un).

Hennezh a zo fall, kemerit unan all.

1850
Référence : GON.II p.75 (Celui-là est mauvais, prenez-en un autre).

P'ho pezo debret honnezh, ho pezo un all.

1850
Référence : GON.II p.75

Kasit unan bennak eus ho mitizhien da di va breur.

1850
Référence : GON.II p.77

Unan bennak a zo deuet amañ d'ho koulenn ; gwelet hoc'h eus eñ ?

1850
Référence : GON.II p.77

N'en doa nemet tri skoed, hag e roas peb a unan deomp.

1850
Référence : GON.II p.77

Mar kavit hennezh re vras, e roin un all deoc'h.

1850
Référence : GON.II p.77

Ar ganaouenn-se n'eo ket koant, kanit un all.

1850
Référence : GON.II p.77

Unan bennak a zo aze.

1850
Référence : GON.II p.76, "Il y a quelqu'un là".

Galvit unan bennak / un hini bennak eus ho merc'hed.

1850
Référence : GON.II p.76 (appelez quelqu'une de vos filles).

Elimelek a raed eus hemañ, ha Noemi eus e c’hwreg : e zaou vab a oa hanvet, unan anezho Mahalon, hag egile Chelion.

1850
Référence : GON.II p.98

Ar re-mañ a gemeras evit gwragez merc’hed Moabitezed, unan hanvet Orfa, hag eben Ruth.

1850
Référence : GON.II p.98 (ceux-ci prirent pour femmes des filles Moabites, une nommée Orpha, et l'autre Ruth).

En em gaout a reas penaos ar park-se en doa evit aotrou unan eus a gerent Elimelek, hanvet Booz.

1850
Référence : GON.II p.100, Buez Ruth.

Unan ac'hanoc'h a zeuy ganen.

1850
Référence : GON.II pg unan (un de vous viendra avec moi).

Digas a raer d'ar c'hraou glasder da bep unan, / Evel a raed bemdez.

1867
Référence : MGK p43

Eno edont war ar glasder / Eñ, e c'hrwek hag e re vihan ; / N'o doa taol ebet na touzier, / Naon avat en doa pep unan.

1867
Référence : MGK p38

Gant an amzer, unan anezho, hag eñ e hanv Pilpai, gant aon ned azent da goll, a lakeas hiniennoù dre skrid

1867
Référence : MGK Rakskrid V-VI

Un neizh eostig 'oa e vaner ; bemnoz, bemdez e kaned eno ; pa dave an tad e save mouezh ar vugale, ha klevet a ran c'hoazh unan eus e verc'hed o kanañ ker flour : "Peger kaer eo Kerzaoulaz, Pa zeu an noz da guzhat, Er gwez pa vez an delioù glas, Pa vez skedus ar stered ! "

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

« Klemm a rit hep abeg e teuan re abred ; / Ha n'ho peus-hu kant vloaz ? Kavit din-me, m'ho ped, / Un all war-dro amañ zo ker kozh ha ma'z oc'h ? »

1867
Référence : MGK p101-102

Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed.

1867
Référence : MGK p5

Unan [anezho], ar marc'hadour, a c'houie niveriñ, / Lavaret hep faziañ : unan ha daou zo tri.

1867
Référence : MGK p80

Ne lavaras ket gaou : ne deuas ket un unan.

1867
Référence : MGK p53

Lod all en em ruilhe e-tal dor o c’hambroù, o sevel en aer, evit goulenn pardon, unan e zorn dehou, un all e vrec’h kleiz, un all e c’har hervez ma oa skoet pep hini.

1877
Référence : EKG.I. p.39-40

— Setu aze peadra da goll ar penn, evit gwir ! Nec’h eus nemet ober un toullig aze e-kreiz ar c’holo, me a raio un all en da gichen ; goude-se e chachimp ur guchenn-all a golo warnomp hag e kouskimp c’hwek ac’hann da warc’hoazh vintin.

1877
Référence : EKG.I. p.73

Ar manac’h, a yoa o lavaret e chapeled e penn ar c’huzh-heol eus al leandi, a yoa chomet en e sav, pa welas o tont war-zu ennañ, da glask goudor ha disglav, daou aotrou, unan yaouank hag unan kozh.

1877
Référence : EKG.I. p.55-56

Ma vije gwelet, dioc'h ar mintin, aet kuit e-pad an noz eus a Bempoull bag unan bennak eus ar re binvidik, kerkent e vije savet trouz ha klask dezhi.

1877
Référence : EKG.I. p.17

Unan en doa c’hoant da werzhañ dre zroug ouc’h ar veleien, egile en doa c’hoant da brenañ dre zroug ouc’h Doue ivez, me 'gred, da vihanañ evit uhelaat e karg ; unan en doa c’hoant da gaout arc’hant, egile ne rae ket a forzh pegement paeañ, rak ar Republik eo a bae.

1878
Référence : EKG.II p.152-153

Petra e oa ar gwellañ din da ober ? N’oan ket evit chom eno, a-zioc’h pont Keraouell, evel ur maen en ur c’hleuz ; ret e oa din mont a-raok pe dont a-dreñv, unan a zaou.

1878
Référence : EKG.II p.23

Ma tremenfe unan ane[zhe] da Vaer, paourkaezh marc‘hadourien deus bourk Plounevez, paket ho stal, hag et da redek heñcho[ù] Breizh-izel... ‘n ur ganañ ur werz diwar-benn ar fentusañ « Conseil municipal » a vefe neuze en Frañs.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Terridigezh al lezenn a-berzh unan a zigaso, bep taol, kastizidigezh unan.

1923
Référence : SKET p.52

Diouzh an arouezioù-se e voe anat da bep unan ez oant bet skoet gant droukrañs an doueed en abeg d’an torfed o doa graet : gwallañ gwerc’hezed sakr, merc’hed a ouenn Vanos.

1923
Référence : SKET p.117

Hag o-daou, Kola hag Izabel, o devoa graet d’o mamm ar bromesa da vagañ ar paotr ha da sevel anezhañ evel unan eus o bugale…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Unan eus marzhioù enez Abalos eo an dra-se !

1924
Référence : SKET.II p.17

Paourkaezh Adam, o ! ya, setu unan all ha na oa ket lemm e spered. Koll e Varadoz evit un tammig aval trenk, put marteze !!…

1925
Référence : BILZ2 p.137

Damgoude ma oa peurlipet ganimp an died ruz-du, unan ac'hanomp a yeas da gerc'hat merenn.

1929
Référence : SVBV p.13

Eno, pep unan ac'hanomp a daolas e samm war ar gwele en doa dilennet.

1929
Référence : SVBV p12

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".

1929
Référence : SVBV p6

War-lerc'h ar c'hi, nemet da goulz ar pred e ve, e kerzhe atav e vestr, an aotrou Pissoli, adjudant-diwaller kreñvlec'h Berrtomm. Kerkent ha ma veze gwelet fri du Tirfeu, unan pe unan eus ar seizh a youc'he : "22!" hag hini ebet ac'hanomp ne veze tapet o sellout ouzh an oabl.

1929
Référence : SVBV p7

nep unan

1931
Référence : VALL pg aucun

galvad ouzh unan er brezegenn

1931
Référence : VALL pg (rhétor.) apostrophe

fonnaat kaoz unan bennak

1931
Référence : VALL pg abonder (dans le sens de qqn)

unan all

1931
Référence : VALL autre

dre unanoù

1931
Référence : VALL pg a

un' all

1931
Référence : VALL pg autre

dont davet ub

1931
Référence : VALL pg accoster

An hini gozh gant he c’hoef n’oa ket bet kannet, hag he chal a-dreuz war e c’hein, a rae ur c’houblad c’hoarzhus gant an Amerikanez gran : ne gomzent nemet dre sinoù, rak unan ne ouie ket galleg, hag eben ne ouie ket brezhoneg.

1944
Référence : EURW.1 p.189

Pa veze gwelet unan o tont gant an hent, e veze lavaret diouzhtu : an hini all n’emañ ket pell.

1944
Référence : ATST p.26

Lom a reas un abadenn grozal : — « Amañ », emezañ, « ne c’hell ket unan diskuizhañ e begement ; bremaik e vezo ret labourat bemdez ha bemnoz evit plijadur ar merc’hed ! »

1944
Référence : ATST p.70

— « Eo, krediñ a ran, mes… » — « Mes petra ? Gant ar mes, an arabat hag ar panevet, ne rafe ket unan tro ar bed, hag hini ebet ac’hanomp ne c’hounezo an teñzor. »

1944
Référence : ATST p.74

A ! la ! la ! gant Lomed eveldoc’h, ne rafe unan netra vat.

1944
Référence : ATST p.94

Unan a oa Greta, hag eben Olga.

1944
Référence : EURW.1 p44

« Diwezhatoc'h pa reas levrioù e roas unan din, unan sonioù[ »].

1944
Référence : EURW.1 p41

Galleg-holl e [sic, a] veze disket d'ar « pennhêr » ; met etrezo, ma zad ha ma mamm a gaozee brezhoneg, hag ar glianted, brezhoneg nemetken, dre un abeg sklaer : ne oa ket unan dre bep dek a oa barrek da c'hallegañ, nemet ha mezv e vije.

1944
Référence : EURW.1 p18

« Ne c'houllan ket a-grenn, a respontas ma zad, petra 'm eus graet evit gounit anezhi [ar vedalenn] muioc'h eget unan bennak all ? »

1944
Référence : EURW.1 p12

Glaoda a gavas gwell mont da soudard eget prenañ un all da vont en e blas ; kaset e voe d'an IIvet rejimant kanolierezh e La Fère, e-kichen Laon, Aisne.

1944
Référence : EURW.1 p10

Plegioù ‘dreñv ar gapotenn a ranke bezañ par ; unan a sache warno keit ha ma skoulmec’h ho kouriz.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Hi eo a'n em ginnig dezhañ, an dro-mañ. N'eo ket Palmira eo ; ur « gitanilla », ne lavaran ket, unan eus an orgedenned-se, da ziwall outo, a skuilh c'hwistantin da evañ. Houmañ kannadez an diaoul.

1949
Référence : SIZH p.52

Hejañ a rae unan e benn, a-zehou [sic, a zehou] da gleiz hep ehanañ, tra ma talche egile e zorn war e c'henou.

1949
Référence : SIZH p.60

Soaz Prijent a oa anv va mamm-gozh kent na zimezas ; met pa veze komzet diouti, morse ne save kaoz nag eus Soaz Prijent nag eus Soaz an Aubin (Soaz an Aubin a oa unan eus va c'henitervezed).

1954
Référence : VAZA p.9-10

Un dirouestl d'ar gudenn am eus kavet 'velkent : / Ur pezh ofiser gall, e penn e c'hamached, / Du-se, war-zu ar vourc'h, 'oa o tont gant an hent / Ha setu, diwar e varc'h, pezh en deus ragachet / En e safar iskis a zisplegas din reizh / Unan eus e baotred ginidik a Vreizh.

1960
Référence : PETO p33

Pa varv unan bennak, kar ha par, diaezet, / Gant an diouer arc'hant, a lâr ez int paour-razh / Hag e chom ar person hep ar gopr disterañ / 'Vit pedennoù ar c'hañv, salmoù ha Libera.

1960
Référence : PETO p32

Devezhioù zo emaoc'h engortoz eus lizhiri digant mignoned ker. Chom a rit war c'hed da ur paotr al lizhiri. Netra. Hiziv. Tremenet, a gav deoc'h, an eur, ez it d'ho labour. Distro, hoc'h eus kavet daou lizher... Unan da baeañ ho tailhoù, unan da baeañ koumanant ho journal... Pebezh disouezhadenn !

1973
Référence : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Ken tost din e tarzhas un' anezho [obuzioù], ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ.

1999
Référence : KOKE.II p154

Met chom a ra ar fed da vezañ mezhekaet unan, evel un arouez taer.

2015
Référence : DISENT p64

Goude e lavar an traoù unan hag unan evel ma kouna anezhe.

2015
Référence : EHPEA p168

Fazioù hon eus-ni graet ivez, Kostas. Lezet hon eus anezhi en he roll atav. N'hon eus ket desket dezhi ez eus endalc'hioù ivez, ne ra ket unan ar pezh a gar atav. Kiriek out-te ivez, pa 'c'h eus savet anezhi e-barzh ur goloenn. Arabat mont droug ennout m'hen lavaran dit."

2015
Référence : EHPEA p67

Er-maez e son akordeon un enbroad unan eus ar valsennoù-se a veze c'hoariet gwezhall evit kregiñ gant koroll an dud-nevez.

2015
Référence : EHPEA p11

Ma rankit parkañ ho karr-tan ur pennadig war al lec'h, grit van da c'hortoz unan bennak, o c'hoari an den a goll pasianted, en ur sellet alies ouzh hoc'h eurier pe en ur ober van da bellgomz zoken.

2015
Référence : DISENT p74

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux