Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.
E-keit ma 'z oa he fried o vale bro war vor, ha kerkent ha ma voe didonet va mamm - ur bennhêrez ivez ! - e tegouezhas da Soaz Sapeur mont da vagerez d'an Treou [sic, an Trev] da gastell Koatriou.
Ur c'hoarig, - Mari vihan a veze graet diouti, - am eus bet, met mervel a reas ar paour-kaezh krouadur a-benn un daou pe dri miz ha setu penaos ez on manet pennhêr Tremel.
Ken gwir e oa, ken, pa zeuas François, mab pennhêr Roue Bro-Frañs, e 1532, da Roazhon da vezañ kurunennet Duk Breizh, ma voe savet ur varzhoneg - enklotennoù hag all ! - e brezhoneg
Mots précédents
Mots suivants
penn-herr