Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
12
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Rener bras un embregerezh. Pennrener an Iliz roman. Pennrenerien dilennet gant an dudjentil. & (impl. da stn.) Kadoriad pennrener. HS. merour, penn, sturier.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

Sentet em eus ouzh va fennrener.

1923
Référence : SKET p.71

pennrener

1923
Référence : SKET p.188, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Chef suprême".

Taolet e voe d’an aod dre al lanv ar c’horfoù marv hag, en o zouez, korfoù muturniet an tri fennrener, tri mab Morigenos.

1923
Référence : SKET p.117

A-benn arc’hoazh e vi anvet pennrener gant ar vodadeg.

1923
Référence : SKET p.106

Diwarno e tiskenn drouized, roueed, pennrenerien, brezelourien, beleien, diouganerien, gouizieien, barnerien, gwerzaouerien, sonourien, barzhed Keltia.

1923
Référence : SKET

Pennoù-renerien da bobl ne welint ket da zremm, ar varzhed ne ganint ket da gurioù, ar re gozh ne veulint ket da eveziegezh, an danevellourien ne roint ket da anaout da anv d’ar rummadoù da zont.

1924
Référence : SKET.II p.45-46

pennrener

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXVI

Kent dispartiañ, ar Gendalc'herien o doa da zibab ur Pennrener e-lec'h an aotrou Kerviler, a zileze abalamour d'e yec'hed.

1944
Référence : EURW.1 p.207

Diskenn a rejomp en « Hôtel Moderne », eno ‘oa rentadeg ar gannedelezh varzhek a dlee bezañ digemeret gant pennrener ar Stad.

1944
Référence : EURW.1 p.200-201

« Setu amañ a betra ‘zo kont. O klask gwelout ac’hanoc’h o vont da Vrest emeur. An aotrou Kloareg, kannad Montroulez, maer Plouyann, en deus roet hoc’h anv da brefed Penn-ar-bed, da vezañ diskouezet da aotrou pennrener ar Republik e Brest, dimerc’her. Hallo, skampit. »

1944
Référence : EURW.1 p.200

49. PENNRENER AR REPUBLIK E BREST

1944
Référence : EURW.1 p.199

Goude kreisteiz ’vat e tarzhas un heol benniget, ha c’hoarzhin a ris leizh-kof e-pad un ebad-liorzh e ti-meur pennrener an enezenn o sellout ouzh un arc’heskob eus iliz Bro-Saoz o c’hoari polod-paliked gant gwragez ha merc’hed yaouank : « Ma ! emezon ouzhin va-unan, n’on ket c’hoazh dare da welout eskob Sant-Brieg ha Treger pe hini Kemper ha Leon o lammat e stumm-se evel ur penn avelet hag o c’haloupat war-lerc’h ur volotenn ken ma fraoñje e[n]-dro dezhañ pastelloù e livitenn du ».

1954
Référence : VAZA p.105-106

Er mare-se e oa ar "p'tit père Combes" pennrener Bro-C'hall.

1954
Référence : VAZA p.56

Dont a reas d'e dro war vourzh ar C'hleber besadmiral Haiti hag ouzh e heul pennrener e strollad-gourc'hemenn, ur pikol pezh morian gant un tog chasgeu war e gokenn, hag eñ fardet gant Doue 'oar pet galoñs ha klaoutenn hanter weñvet an aour anezho, ha chaokat didruez a rae ar ramz en ur skopañ druz a bep eil kammed ma rae war ar pont.

1954
Référence : VAZA p.95-96

Holl e tleent bezañ ensellet gant ar Prezidant Teddy Roosevelt, kenderv ha war an dro tonton Franklin Delano R. pennrener Amerika e-pad ar brezel diwezhañ.

1954
Référence : VAZA p.102

Lavaret e vo din c'hoazh gant ar maodiern hag ar pennrenner e skoan mat gant ma diouganoù met ez on divarrek da herzel an hini kablus.

2015
Référence : EHPEA p306

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux