Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. (ls. -où) 1. Den a seller outañ evel hinienn. 2. (er relijion gristen) Termen a dalvez da c'heriañ pep hini eus teir neuz Doue a ya d'ober an Dreinded. [1575] Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan [1622] M. Hag I zo tri Doue ? D. Nann, rak pegement bennak c'hoazh e vent tri ferson, an tri ferson-se evit-se nend int nemet un Doue, hepmuiken. [1850] Tri ferson an Dreinded [1924] Ped person a zo en Drinded ? An Tad, ar Mab, hag ar Spered-Glan. [1954] Ar Sadorn d’abardaez, lorc’h ennañ kement ha pa vije bet pevare person an Dreinded, e tegouezhas Combes e Ploueg. & Trl., dre fent Pevare person an Dreinded : den lorc'hus. Ur sac'h c'hwez kement a lorc'h ennañ evel pa vije bet pevare person an Dreinded. II. (ls. -ed ; er relijion gatolik) Beleg karget da ren ur barrez. Bezañ anvet da berson. An aotrou person. Person Rostrenenn. Aotrou 'r person, lavarit dimp.... [1732] Ar person en deus resevet o fromesa a briadelezh. [1850] Ar person eo en deus o dimezet. [1867] Ha bemdez an aotrou person Zigor d'ur sant bennak dor an neñv en e bron. [1954] [...] met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo [...]. [1960] Aotrou person, 'maon o paouez / Klevout kuzul 'tre div vaouez, / Ganto kaoz e pleg o skouarn / Eus gwidreoù kamm al louarn. & Person-kanton : person zo o ren parrez vrasañ ur c'horn-bro. & Trl. Bezañ lart evel ur person-kanton : bezañ lart-kenañ. [1954] Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : "Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes ober evel ar re-all a-raok din [...]". & Trl., PEMDEZ Mont d'al lec'h ma'z a ar person hep e gure : mont da zifankañ.

Exemples historiques : 
55
Masquer la liste des exemples

person

1499
Référence : LVBCA p162 (persone)

En hanv a'n Tad, ha'n Mab abred, / Roue ha krouer, ha'n Glan Spered [;] / Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan

1575
Référence : M. p34

M. An Tad hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Ar Mab hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Ar Spered sant[el] hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Hag I zo tri Doue ? D. Nann, rak pegement bennak c'hoazh e vent tri ferson, an tri ferson-se evit-se nend int nemet un Doue, hepmuiken.

1622
Référence : Do. p14

M. Nag an Drinded petra eñ eo ? D. Bezañ ez eo an Tad, ar Mab, hag ar Spered sant[el], tri ferson en un Doue hepmuiken.

1622
Référence : Do. p14

person

1659
Référence : LDJM.1 pg person

M. Hag an Drinded binniget[,] petra ez eo ? D. Bezañ ez eo an Tad, ar Mab, hag ar Spered santel : tri ferson en un Doue hepmuiken.

1677
Référence : Do. p15

yalc'h-ar-person

1732
Référence : GReg pg bourse (à l'Evêque, plante)

demezet int bet gant ar person

1732
Référence : GReg pg fiancer (avant les bans, Le Recteur les a fiancez.)

Ar person en deus resevet o fromesa a briadelezh.

1732
Référence : GReg pg fiancer (avant les bans, Le Recteur les a fiancez.)

ar person hag e holl veleien

1732
Référence : GReg pg (le Recteur & tout son) Clergé

ar person hag e gloer

1732
Référence : GReg pg (le Recteur & tout son) Clergé

person

1732
Référence : GReg pg curé (recteur)

personed

1732
Référence : GReg pg curé (recteur)

person

1732
Référence : GReg pg curé (recteur)

personed

1732
Référence : GReg pg curé (recteur)

Paotr ar person pe paotr ar c'hure eo.

1732
Référence : GReg pg garçon (C'est le garçon du Recteur, ou, du Curé.)

person

1850
Référence : GON.II pg person ou persoun (curé, prêtre qui gouverne une paroisse. on le nomme "recteur" en Haute-Bretagne).

personed

1850
Référence : GON.II pg person ou persoun (curé, prêtre qui gouverne une paroisse. on le nomme "recteur" en Haute-Bretagne. Pl.)

personed

1850
Référence : GON.II pg person ou persoun (curé, prêtre qui gouverne une paroisse. on le nomme "recteur" en Haute-Bretagne. Pl.)

Ar person eo en deus o dimezet.

1850
Référence : GON.II pg person ou persoun (c'est le curé qui les a mariés).

person

1850
Référence : GON.II pg person, persoun

Dimezet int bet gant ar person.

1850
Référence : GON.II pg dimizi, dimézi, démézi (Le curé les a fiancés).

Tri ferson an Dreinded

1850
Référence : GON.II pg Dréinded (Les trois personnes de la Trinité).

Ha bemdez an aotrou person Zigor d'ur sant bennak dor an neñv en e bron. Ar mondian o c'hoarzhin lavar d'ar c'hereour : - Hiriv me a fell din ne vec'h ket mui ker paour, Setu aze kant skoed! Gorroit o ervat m'ho c'havoc'h, pa vo ret.

1867
Référence : MGK p28

Gourc’hemennet e oa dezho touiñ sentiñ ouc’h al lezennoù-se, rak, hiviziken, ar c’houarnamant hepken eo a dlee envel, e Frañs, an eskibien en eskoptioù kerkoulz hag ar bersoned er parrezioù.

1877
Référence : EKG.I. p.7-8

Ned’an ket da esa her c’hontañ deoc’h ac’hanon va-unan. Gwelloc’h e kavan lenn deoc’h al lizher a skrivas, war an dra-mañ, d’an Aotrou Floc’h, person Lesneven hag he ferson, a yoa, d’ar mare-se, e Bro-Saoz, abalamour m’en doa ranket kemeret an tec’h, dre an abeg n’en doa ket touet heuilh lezennoù dizoue ar republik : [...].

1877
Référence : EKG.I. p.185

Aotrou person, den a zoujañs Doue hag a urzh vad, digorit dor ho ti d’ho sakrist en deus ezhomm da gomz ouzhoc’h !

1877
Référence : EKG.I. p.117

Harluet hoc’h eus, ma mignon, / Ar veleien hag ar person, / Dre wir, a barrez Plouared / Ar bobl-se a zo ho deñved.

1877
Référence : EKG.I. p.103

Eno e voe kanet kanaouennoù eus ar re c’hwekañ savet gant an Aotrou [Kabeg], person Sant-Nikolaz-ar-Pelem ; an Aotrou Le Tourneur, person Runan ; an Aotrou Floc’h, avieler ; an Aotrou Mat, person ar Faoued ; an Aotrou Dubourg, beleg, ha kalz a re all.

1877
Référence : EKG.I. p.29

Hiviziken, war o meno, ur person, ur c’hure a dlee bezañ hanvet en e barrez gant ar c’houarnamant : Eskob na Pab ebet n’o doa da welet war gement-se.

1877
Référence : EKG.I. p.4

Ar veleien a rae al le a oa anvet beleien "intru", abalamour mac’h en em lakaent da berson pe da gure e parrezioù, hep bezañ anvet gant ar gwir eskob. — E broioù all e vezent hanvet "asermantet".

1877
Référence : EKG.I. p.85-86

Da vihanañ, merc’h Janed ar Go, Anna Gwegen, dimezet da Yann Kerbrad eus a Lannener, he deus bremañ daou vab beleg : unan anezho a zo person, hag un all a zo tost da vezañ.

1878
Référence : EKG.II p.75

Pa deuas ar peoc’h, an aotrou ’n Eskob er lakaas da gure gant an aotrou Morvan, ha, da varv hemañ, e voe hanvet da berson e Plouganoù.

1878
Référence : EKG.II p.311-312

[A]otro[u] person, dirazoc’h ‘zo / Ur gwall skraper, mar zo er vro, / ‘Met, an dro-mañ, ec’h anzavan, / 'C’h e[o] me ‘zo rasket ar muiañ : /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

En devezh e klevis ma ferson o lâret : ur we[z]enn, eme[z]añ, a ve[z] anveet diwar ar frouezh a doug ; evel-se ive[z] un den hag a deu da glask hon mouezhio, anveet eo, pe diwar e obero, pe diwar obero ar re zo pleustret gantañ. Ar Gouarnamant, gallout a reomp ive[z] barn ane[z]añ diwar e lezenno.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

E-tal din c'hoazh e zo ur beleg breton eus a Vro-Leon, an Ao. Kerjean, person Lambaol-Gwimilio, ur gavadenn evidon hag a dalv aour !

1903
Référence : MBJJ p25

Mesket, kemmesket en devoa en e benn an Drinded, an tri Ferson, un Doue hepken, ha ken luziet e oant ken n’oa ket evit o [t]ibuniñ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

— Ret eo evelkent mont da gaout an aotrou person, eme an amiegez. — Ya, ya, deomp, a lavaras ar plac’h kozh — Marc’harid a oa he hanv, mamm-gozh ar bugel, mamm e dad — ret eo mont. Ar paotr a ranko bezañ badezet, hag ar vamm sebeliet… Ne zebro ket ac’hanomp !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924), ("an amiegez" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

N’eo ket ar person a deuas da ober ar vadeziant : ar c’hure hag ar sakrist, ar c’hure, den a zouster hag a vadelezh, ar sakrist, ur c’hamarad da dad ar paotr.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Pet person a zo en Drinded ? — An Tad, ar Mab, hag ar Spered-Glan.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

Pa veze leinoù beleien e ti an Aotrou person, - Toussaint Pinson,- e vezen pedet atav, da ziduañ ar gompagnunezh gant ma sonioù.

1944
Référence : EURW.1 p.209

Lod eus ar veleien a ouie kaozoù fin ha farserezh druz, en o zouez ar bersoned Gwillou, a Blourac’h, hag ar Chaux, a Bluskelleg.

1944
Référence : EURW.1 p.209

E kevrenn ar yezh e oa F. Vallee, Emil Ernault, Jerom Buleon, person Bignan, Yann Roudot, kure Lannilis, ha me.

1944
Référence : EURW.1 p.190

-"Ar varzhed-se, na 'vit-se", a lavare ar bersoned kozh, "pebezh tud hollouiziek ! Unan anezho a zo gouest da ober kentel d'un Tad eus an Iliz".

1944
Référence : EURW.1 p.154

Me a oa e kompagnunezh tri beleg karadek-meurbet : an aotrou Huerou-Kerizel, person Plounerin, an aotrou Kozaned, kure Karnoed hag an aotrou Bournot, kure Mael-Karaez.

1944
Référence : EURW.1 p65

Unan bennak en doa roet dimp chomlec'h un tad Jezuist eus Kerdiz, an tad Yann Hayde e anv, person katolik parroz Sant-Pêr, a oa kalz a Ouezeled -Iwerzhoniz- o labourat enni.

1944
Référence : EURW.1 p60-61

Mont d'an oferenn-bred : selaou ar c'han war an ton krampouezh gwinizh, selaou ar seurezed o kanañ kantikoù brezhonek ; selaou ar sakrist kozh o son an ofikleid, pa gane e vleje evel ur c'hole ; selaou ar person, an aotrou Pinson, pe ar c'hure, an aotrou Kozaned, pe an tad Jouan, oc'h ober o sarmon e brezhoneg ; ar c'hleier bihan o tiñsal, ar c'hleier bras o vrallañ, holl e oant brav da glevout ; ha goude an oferenn-bred, selaou an embannoù, « war ar groaz ».

1944
Référence : EURW.1 p26

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Référence : VAZA p.52

Ar Sadorn d’abardaez, lorc’h ennañ kement ha pa vije bet pevare person an Dreinded, e tegouezhas Combes e Ploueg.

1954
Référence : VAZA p.56

Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : « Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes [war-nes] ober evel ar re-all a-raok din, tec’hel a-ziwar va hent evit mirout da voustrañ ha da zirenkañ bleunioù reizhet en un doare ken dispar ».

1954
Référence : VAZA p.41

Pa grog ar c'hoari, emañ ar person en ur sal vras, azezet war ur gador-vrec'hek hag oc’h echuiñ lenn e vreviel.

1960
Référence : PETO p27

Marv an David, person touer parrez Gouezeg, bet diskaret e miz even eus ar bloaz 1795, eizh deiz pe war-dro a-raok dilestradeg Kiberen, gant un nebeud gwazed eus arme Kadoudal, en deus roet tro din da sevel an drama-mañ.

1960
Référence : PETO p8

Person paour, c'hwi zo ranezenn / Rak al louarn fin o nec'hiñ. P'ho kweler e renk an ezen / Hag ho sikour 'vefe pec'hiñ [?]

1960
Référence : PETO p31-32

Ur c'hontamm diaoulek da nammañ / Da viken brud ar person plouz / Ha gant ar vallozh da sammañ / An eñvor eus e ene lous.

1960
Référence : PETO p42

Aotrou person, 'maon o paouez / Klevout kuzul 'tre div vaouez, / Ganto kaoz e pleg o skouarn / Eus gwidreoù kamm al louarn.

1960
Référence : PETO p29

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux