person
personed
person
Ned’an ket da esa her c’hontañ deoc’h ac’hanon va-unan. Gwelloc’h e kavan lenn deoc’h al lizher a skrivas, war an dra-mañ, d’an Aotrou Floc’h, person Lesneven hag he ferson, a yoa, d’ar mare-se, e Bro-Saoz, abalamour m’en doa ranket kemeret an tec’h, dre an abeg n’en doa ket touet heuilh lezennoù dizoue ar republik : [...].
En devezh e klevis ma ferson o lâret : ur we[z]enn, eme[z]añ, a ve[z] anveet diwar ar frouezh a doug ; evel-se ive[z] un den hag a deu da glask hon mouezhio, anveet eo, pe diwar e obero, pe diwar obero ar re zo pleustret gantañ. Ar Gouarnamant, gallout a reomp ive[z] barn ane[z]añ diwar e lezenno.
Mont d'an oferenn-bred : selaou ar c'han war an ton krampouezh gwinizh, selaou ar seurezed o kanañ kantikoù brezhonek ; selaou ar sakrist kozh o son an ofikleid, pa gane e vleje evel ur c'hole ; selaou ar person, an aotrou Pinson, pe ar c'hure, an aotrou Kozaned, pe an tad Jouan, oc'h ober o sarmon e brezhoneg ; ar c'hleier bihan o tiñsal, ar c'hleier bras o vrallañ, holl e oant brav da glevout ; ha goude an oferenn-bred, selaou an embannoù, « war ar groaz ».
Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.
Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : « Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes [war-nes] ober evel ar re-all a-raok din, tec’hel a-ziwar va hent evit mirout da voustrañ ha da zirenkañ bleunioù reizhet en un doare ken dispar ».
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
personaj