Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Doare dezverkus pe zezverkusoc'h zo d'ub., d'udb. Perzhioù mat pe fall un den, un dra. Ne welit ket ar perzhioù mat zo ennañ. [1954] Taolet en devoa e selloù war ur plac’h yaouank eus ar Roc’h Velen hag evit meuliñ he c’hened hag an holl berzhioù mat a gave enni, e oa bet aozet gantañ ur werz hir-meurbet [...] 2. (db. an dud) Galloud, gwir hvz. lezenn a vez war udb. Ne'm eus ket perzh ebet en ho ti. Ne dremeno ket war ma douar hep ma ferzh. & Trl. Bezañ edan perzh ub. : bezañ dindan e veli. & Kaout perzh war ub. : kaout levezon warnañ. 3. (db. an traoù) Dre berzh udb. : dre levezon an dra-se. Kouezhañ a ra ar c'horfoù war an douar dre berzh o fouez. & A be berzh kement-se ? : petra zo abeg d'an dra-se ? [1924] Eus a belec’h ? eus a betore perzh, ar begeg fall en devoa tennet an dapadenn-se ? 4. Tr. adv. EUS PERZH : a-berzh. Souezhus eo eus perzh un tad komz evel-se. An ti-se en deus bet eus perzh e vamm. [1954] Met pa glevas e oa bet dichañset din plediñ meur a wech gant ar c’hoariva, en em gavas ar c’hozhiad en e vleud ha kinnig a reas din zoken e yalc’h-vutun da gouchañ va c’horn : ur vadelezh dreist-muzul eus e berzh, hervez e segredour. & [1878] [...] hag o intanvezed hag o bugale a vezo maget diwar-goust ar c’houarnamant ma n’o deus ket a vadoù eus a ur perzh-all bennak. & (db. komzoù an dud) Kemer udb. a berzh vat, a berzh fall, a wall berzh : e gompren evel pa vefe lavaret gant ub. zo a-du gantañ, zo enep dezhañ. 5. Trl. (db. an dud) Kemer perzh en un obererezh : bezañ e-touez an dud zo bodet da-geñver an degouezh-se. Kemer perzh en ur redadeg. & Kaout perzh en un obererezh bnk. : kaout e lod atebegezh e-keñver an obererezh-se. Kaout perzh en un torfed. [1924] Bilzig n’en devoa bet nep perzh el laeroñsi. & (db. gwal leurioù an dud) Kemer perzh e poan, e glac'har ub. : kaout truez outañ en abeg d'e boan, d'e c'hlac'har. [1878] evit lavaret a-unan ganti ur bedenn war bez he mamm ha kemeret perzh en he glac’har. & Tr. adv. Evit ur perzh : en ur c'heñver bnk.

Exemples historiques : 
38
Masquer la liste des exemples

perzh

1850
Référence : GON.II pg perc'h (voyez "perz"), pg perz (part, la personne de qui vient quelque chose. côté. endroit [...] en Vannes, "perc'h").

perzh

1850
Référence : GON.II pg perc'h, pg perz (part, la personne de qui vient quelque chose. côté. endroit).

Livirit dezhañ eus va ferzh dont amañ.

1850
Référence : GON.II pg perz (dites-lui de ma part de venir ici).

« N'eus forzh eus a belec'h, a Leon pe a Gerne [e ve], / Hep gouzout tiekaat[,] kemeret koumanant, / Goulenn kas an amzer, hep kaout ur begad skiant, / A oa daou berzh ker fall, ma kavas din oa ret / Reiñ dezhañ e c'houlenn da gentel d'e spered ; / Ha da ziskouez ouzhpenn ned eo ket ar madoù, / Deskadurezh trefoet, nag ivez kozh hunvreoù / Evit deskiñ aotrou, e daou na tri bloavezh, / Kerkoulz ha tieien zo ganet war ar maez. »

1867
Référence : MGK pp.91-92

Ur perzh fall e ve deomp klask stourm oc'h ur seurt maout.

1867
Référence : MGK p104

« Ha ne oa ur gelenn, pa'z ae e-biou deoc'h / Ar skiant hag ar spered, pa ne oac'h evit loc'h, / Pa n'ho poa mui a vlaz, pa ne glevac'h berad, / Oc'h sklêrijenn an deiz p'oa dall ho taoulagad, / Pa voa pep tra 'vidoc'h evel na vijent ket, / Pa oa ho karr, ho jev dre ar rollec'h chalet, / Pa oa an heol laouen aet diwar ho treuzoù, / Pa n'ho poa perzh er bed, na perzh en ho madoù, / Ha ne oa, lavarit, ha ne oa ur gentel / E tostae ar mare, an amzer da vervel ? »

1867
Référence : MGK p102

Ha goude kement-all a ziskianterezh eus o ferzh, e vezint klevet o klemm, o kaout kasoni ouc’h ar re vat, abalamour ma ne roont ket a voued a-leizh-kof dezho, d’o zud ha d’o bugale, evel pa ne vent ket ar pennkaoz eus o dienez hag eus o foan !

1877
Référence : EKG.I. p.66

Bremañ e kavont gwell selaou kuzulioù fall ul lastez aotrou, deuet eus n’ouzon dare a belec’h, n'eo mat da netra en e vro, hag a ya dembrest kuit diouto, goude bezañ graet goap anezho, eget o beleien a chom atav ganto, a gemer perzh en o foanioù, a chom da bediñ Doue e-harz treid o gwele ken n’o devezo tennet o huanad diwezhañ, goude bezañ roet dezho ar pardon eus o fec’hedoù ha digoret dezho Baradoz an Aotrou Doue.

1877
Référence : EKG.I. p.97

Ar barrez a-bezh a yoa en em zestumet en-dro d’ar vinorez kaezh, evit lavaret a-unan ganti ur bedenn war bez he mamm ha kemeret perzh en he glac’har.

1878
Référence : EKG.II p.171

— Vad a ra d’am c’halon ho klevet, mes setu amañ un dra. Warc’hoazh hag en dervezhioù war-lerc’h, Canclaux a guzho soudarded ha tud eus e berzh e pep parrez hag e pep ti eus pep parrez, marteze da c’houlenn hanvioù ar gwazed.

1878
Référence : EKG.II p.6

« Madoù ar re a vezo barnet d’ar marv a zo miret evit ar Republik, hag o intanvezed hag o bugale a vezo maget diwar-goust ar c’houarnamant ma n’o deus ket a vadoù eus a ur perzh-all bennak. »

1878
Référence : EKG.II p.208

perzhioù mat

1923
Référence : SKET p.188, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Qualités".

[H]a dre se eo he deus savet dreist d’an holl ouennoù all, e trec’has war vroadoù an douar, e teuas ar roueed anezhi da roueed ar bed (1) hag e tigouezhas en he ferzh impalaeriezh ar bed.

1923
Référence : SKET p.38

N’oa gwezenn, bodenn, geotenn, kivnienn ebet o tiwanañ war zremm dorosellek an douar, kailhenn ebet o ruilhañ war e c’horre pe o c’hourvez en e gondonioù, na ouvezje Manos ha Bena an anv hag ar perzhioù anezho.

1923
Référence : SKET p.39

perzhioù lies

1923
Référence : SKET p.188, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "parties, propriétés (d’une chose)".

Hag eñ hag ar person o deus klevet penn-da-benn an doare, klevet ivez penaos Bilzig n’en devoa bet nep perzh el laeroñsi ; debret en devoa bet ur berenn, gwir eo, met skañv e oa e bec’hed, kri ar binijenn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Un teñv marzhus eo a ra diwanañ ha kreskiñ en neb a vev diwarnañ ar pevar ferzh mat a ra an dud peurreizh : nerzh, glanded, furnez, madelezh.

1924
Référence : SKET.II p.15

An dro gentañ, n’oa c’hoazh nemet c’hwec’h vloaz hag un taol berrboellik eus e berzh ne voe ken.

1924
Référence : SKET.II p.34

Galvet o deus ar re a oa en o c’hichen da gemer o ferzh er varrikenn. Gwazed ha merc’hed hag all, gant o botoù-koad, ha da evañ ! da evañ !… Graet o deus, kement ha ker bihan, ken ma en em unanas en-dro d’ar varrikenn un toullad mat a dud, ha pep hini en deus bet e votezad gwin.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027-1028 (Gouere-Eost 1924)

Eus a belec’h ? eus a betore perzh, ar begeg fall en devoa tennet an dapadenn-se ?

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

Ha pegen kuñv ivez a oa an aelig a [z]euas, eus perzh an Aotrou Doue, da gaout ar Werc’hez Vari, evit disklêriañ dezhi penaos e oa bet dibabet, e-touez an holl verc’hed yaouank all, evit bezañ mamm d’ar Mabig Jezuz…

1925
Référence : BILZ2 p.137

perzh

1931
Référence : VALL autorité (d'un maître)

Pantennoù an traoniennoù, er broioù-se, a deuz en dour buan-tre hag ar c'hrignerezh boutin en deus nebeut a-walc'h a berzh e diskar an torosennadur.

1943
Référence : TNKN p77

Linenn : labourat war e linenn a zo pesketa en e berzh e-unan hep rannañ gant den all ebet.

1944
Référence : GWAL 165/317

Ma mamm, hag a oa deut, da heul he mab, da vezañ troet gant ar vroadelezh vreizhek, a fellas dezhi kemerout perzh ivez er gouel bras e oad o tanzen ; laouen e oa dreist-holl gant ar c'heloù e vije adsavet an teatr brezhonek, rak ez yaouank, he doa bet plijadur o vont da Werliskin da arvestiñ ouzh ar « Misterioù » a veze c'hoariet eno en ul lab bennak, gant kenseurted Prosper Proux.

1944
Référence : EURW.1 p66

Met pa glevas e oa bet dichañset din plediñ meur a wech gant ar c’hoariva, en em gavas ar c’hozhiad en e vleud ha kinnig a reas din zoken e yalc’h-vutun da gouchañ va c’horn : ur vadelezh dreist-muzul eus e berzh, hervez e segredour.

1954
Référence : VAZA p.84

Kerkent hag aet e karg, an eskob nevez / D'ar Pab a skrivo prim, gant kalz elevez, / Da reiñ ar c'heloù, met, gant difenn ha berz / Da c'houlenn nep galloud na gwir eus e berzh, / Daoust ma'z eo er bed ar Pab vikel Doue, / E Bro-C'hall, araozañ, 'tremen ar Roue.

1960
Référence : PETO p16

Hep mar ebet, nep a ro bod / En do er c'hastiz perzh ha lod, / Met ma ne vennez difraeañ / ' Vo dav da gannañ ha fraeañ.

1960
Référence : PETO p40

Roit pardon d'ho lazherien, / Heuilhit skouer ar gaezh verzherien / ' Gemer perzh e gloazioù Jezuz, / 'Vit ma vleunio kaer, un devezh, / Peoc'h karadek c'hoazh a-nevez / En hon traoñienn ken enkrezus.

1960
Référence : PETO p82-83

Gant Studi ha Chanterioù e tay er-maez 'benn nebeut ul levrig a zisplego en un doare eeun perzh an tachennoù-kloz en temz-amzer [...], e kelc'hiad an dour

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 5

Hep gouzout din e oan kouezhet mat en ur c'houlenn ouzh ar penn-kêr dont da gemer perzh er varn : ur breur dezhañ e oa an hini kablus, hag eñ eo a ranko damantiñ evitañ.

1985
Référence : DGBD p125

e gariadezh a gresk evel iliav, gant an amzer, hep lakaet e kont perzhioù an den.

2012
Référence : DJHMH p10

Kentañ perzh dibar a garfen sachañ an evezh warnañ hag a zo boutin da holl ilizoù-meur Breizh, ma lakaer hini Naoned a-gostez, eo he ment.

2013
Référence : LLMM niv. 399 p. 5

Daoust dezhe kemer perzh en obererezh e chom dister ar riskl evito da gaout trubuilhoù da c'houde [...].

2015
Référence : DISENT p90

A zoenadoù bihan en deus [ar c'hegid] perzhioù kuradel.

2015
Référence : EHPEA p.60

-goulenn un ehan-labour evit kemer perzh ennañ [en darvoud], prenañ a bep seurt traoù, bezañ gouestlet amzer da labourat a-stroll, bezañ lakaet kazetennerien da zont en deiz-se...-

2015
Référence : DISENT p80

Ouzhpenn ar strivoù graet evit kehentiñ ez eo ret dasparzhañ mat al labour evit ma teuy brav an taol, ar pezh a dalv fiziañ ar perzhioù hag ar c'hargoù er re varrekañ da gas anezhe da benn en ur mod efedus.

2015
Référence : DISENT p82

Poent eo lâret resis d'ar stourmerien peseurt riskl a zo degaset gant an obererezh en he fezh -traoù foeltret hag an arc'hant a vefe da baeañ evit an distruj- ; ha gant perzh pep hini en obererezh.

2015
Référence : DISENT p90

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux