Hag evit gwir, n'eo ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud ur person, ur c’hure, da bareañ goulioù an ene, da bardoniñ ar pec’hedoù, da reiñ ar vadiziant, etc... eus a-berzh ur c’houarnamant hag a zo en e benn ur protestant marteze ha ne anavez ket eo ret kofes, pe un den disakret bennak ha ned a na war-dro iliz na war-dro beleg ebet, nemet pa vez oc’h ober pourmenadennoù en e rouantelezh, pe pa en em gav un nevezenti bennak gant e dud ?
Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »
-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.
Soñjit ; div vag o labourat war ar stêr a dalvezo deomp ur bennozh Doue brasoc’h a-berzh ar voereb.
...Nann ! Ne sellfe ket outi !... Dereat e vije, a-dra-sur ! Dibleg ivez : - N'oc'h ket a-berzh Doue !... Peoc'h digant ho kenou ha « vaya Ud. con Dios ! » It gant Doue, mes a-zirak va daoulagad-me ha diouzh va soñj !... - Setu, ya setu petra a lavarfe dezhi...
Kaer e voe lavarout dezhañ e oamp aotreet da vont e pep lec'h a-berzh ar Gouarnour, ne voe ket tu d'e zoñvaat.
Ur merk a uvelded eo a-berzh un den degemer ar c'helc'hiad mignoned a zo bet aozet dezhañ gant an dargouezh.
Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.
Mots précédents
Mots suivants
aberzh