Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Difetis. [1732, 1904, 1931, 1985] Araogenn a verk orin un aotre, un urzh, ur gwir h.a. [1732] Ur bref a-berzh ar Pab. [1732] Ul lizher siell a-berzh ar roue. [1923] Harz ebet dezho a-berzh ar mor hag an amzer. [1931] A-berzh tredeog. [1985] Aotreet e oamp da vont e pep lec'h a-berzh ar Gouarnour. A-berzh piv out deuet da geuneuta amañ ? Kaout urzh da zont a-berzh ar barner. 2. Fetis. [1659, 1732, 1904] Araogenn a verk orin un hêrezh, ur prof, h.a. Kaout douar a-berzh e dad, a-berzh tad ha mamm, a-berzh kerent. Kement hoc'h eus a zeu deoc'h a-berzh Doue. [1659] Pep tra a zeu a-berzh Doue. [1732] Perc'henniaj a-berzh tad ha mamm. [1732] Va zra a-berzh tad ha mamm eo. 3. Lavaret, ober udb. a-berzh ub. : e lavaret, e ober en e anv. Salud deoc'h, kabiten, a-berzh ar roue. Kaset em eus ma floc'h a'm ferzh. 4. (db. an darempredoù etre an dud) [1732, 2012] Eus perzh (ub.), abalamour da (ub.). [1732] Ur verc'h onest ne zle soufr kañjolerezh ebet a-berzh an disterañ gwaz. Ar paour ne gav nemet yenien a-berzh ar pinvidig. Gouzañvet en deus a-berzh e gerent. [2012] Ur merk a uvelded eo a-berzh un den degemer ar c'helc'hiad mignoned a zo bet aozet dezhañ gant an dargouezh. 5. (db. ar gerentiezh) [1732, 1850, 1931] Kar a-berzh tad, a-berzh mamm : eus tu an tad, eus tu ar vamm. [1732] Mamm-gozh a-berzh mann. [1732] Tadoù-kozh a-berzh tad. [1850] Breudeur a-berzh mamm. & Emzivad a-berzh tad, a-berzh mamm : den zo marvet e dad pe e vamm digantañ. 6. (db. an emglevioù) Bezañ a-berzh ub. : bezañ eus e du. Hennezh a guzho soudarded eus e berzh e pep parrez.

Skouerioù istorel : 
59
Kuzhat roll ar skouerioù

a-berzh Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg de (la part de Dieu), A bers (Doue)

pep tra a zeu a-berzh Doue

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (tout bien vient) de (Dieu)

breuzdeur a-berzh tad

1732
Daveenn : GReg pg frere (Freres consanguins.)

a-berzh ar vamm

1732
Daveenn : GReg pg (du) côté (Maternel)

ar c'hresk eus ar stêrioù bras ne zeu nemet a-berzh an erc'h teuzet

1732
Daveenn : GReg pg (la) cruë (des rivieres vient de la fonte des neiges)

Va zra a-berzh tad ha mamm eo.

1732
Daveenn : GReg pg heritage (C'est un heritage que je tiens de mes Ancêtres.)

a-berzh

1732
Daveenn : GReg pg de par (de la part, préposition)

a-berzh

1732
Daveenn : GReg pg de par (de la part, préposition)

a-berzh

1732
Daveenn : GReg pg de par (de la part, préposition)

a-berzh ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg de par (le Roi)

a-berzh ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg de par (le Roi)

Ar bed-holl a zo breuzdeur a-berzh an Tad Adam.

1732
Daveenn : GReg pg frere (Tous les hommes sont freres en Adam.)

perc'henniaj a-berzh tad ha mamm

1732
Daveenn : GReg pg alleu

mamm-gozh a-berzh-tad

1732
Daveenn : GReg pg ayeule (paternel)

mamm-gozh a-berzh mamm

1732
Daveenn : GReg pg ayeule (maternelle)

tadoù-kozh a-berzh tad

1732
Daveenn : GReg pg ayeux (paternels)

tadoù-kozh a-berzh mamm

1732
Daveenn : GReg pg ayeux (maternels)

bref a-berzh ar Pab

1732
Daveenn : GReg pg bref (lettre, ou rescrit du Pape aux Rois, Princes, ou Magistrats sur quelque affaires publiques, brieves & succinctes)

lizher siell a-berzh ar roue

1732
Daveenn : GReg pg (lettre de) cachet (lettre cachetée du Roi, & signée d'un Secretaire d'Etat)

ur verc'h onest ne dle soufr kañjolerezh ebet a-berzh an disterañ gwaz

1732
Daveenn : GReg pg (une fille doit craindre toutes les)cageolerie(s des hommes)

breudeuzr a-berzh tad ha mamm

1732
Daveenn : GReg pg charnel (propres freres charnels)

al lañs da heul ar vis pe da bratikañ ar vertuz a zeu alies a-berzh an temz eus a bep den

1732
Daveenn : GReg pg (le vice & la vertu dependent en partie de notre) complexion

kar a-berzh tad

1732
Daveenn : GReg pg consanguin (parent du côté du pere)

kerent a-berzh tad

1732
Daveenn : GReg pg consanguin (parent du côté du pere)

breuzdeur a-berzh tad

1732
Daveenn : GReg pg (freres) consanguins

a-berzh tad

1732
Daveenn : GReg pg (du) côté (Paternel)

a-berzh an tad

1732
Daveenn : GReg pg (du) côté (Paternel)

a-berzh mamm

1732
Daveenn : GReg pg (du) côté (Maternel)

breudeur a-berzh mamm

1850
Daveenn : GON.II pg brêur

breudeur a-berzh tad

1850
Daveenn : GON.II pg brêur (frères consanguins).

baleit a-berzh ar roue

1850
Daveenn : GON.II pg perz

Un deiz da-gaout ar raz santel / E teuas, a-berzh pobl ar razed, / Kannaded, / Da lavaret dezhañ e voa savet brezel / Gant ar c'hizhier hag i : voant deut, en ur dremen, / Da c'houlenn digantañ un draig en aluzen.

1867
Daveenn : MGK p116-117

An Aotrou de la Marche ne soublas ket evit-se. Skrivañ a reas da baotred Montroulez en ul lizher hir ha kalonek-meurbet e oa bet hanvet eskop e Kastell, a-berzh Doue, gant hon Tad Santel ar Pab, hag, evel eskop, n’en doa da sentiñ nemet ouc’h ar Pab [...].

1877
Daveenn : EKG.I. p.10

— Nann, n'eo ket kouezhet etre o daouarn ; kuzhet mat eo, n’emañ ket pell ac’halen. — N’emañ ket pell ac’halen ! Kemend-all a soudarded a zo bet ouc’h her c’hlask dre amañ ! Ur mirakl a-berzh Doue eo kement-mañ, a-dra-sur ? — Me gredfe a-walc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.213-214

Hag evit gwir, n'eo ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud ur person, ur c’hure, da bareañ goulioù an ene, da bardoniñ ar pec’hedoù, da reiñ ar vadiziant, etc... eus a-berzh ur c’houarnamant hag a zo en e benn ur protestant marteze ha ne anavez ket eo ret kofes, pe un den disakret bennak ha ned a na war-dro iliz na war-dro beleg ebet, nemet pa vez oc’h ober pourmenadennoù en e rouantelezh, pe pa en em gav un nevezenti bennak gant e dud ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.4-5

Hag en ur zistreiñ ouc’h Paol : — Deuet omp d’ho kerc’hat a-berzh ar Republik, ha d’ho kas d’ar prizon da Lesneven, da c’hedal mont da Vrest, hag eus a Vrest da n’ouzon dare da belec’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.61

a-berzh

1904
Daveenn : DBFV pg aberh (de la part de)

Er c’hentañ kantved goude H.S., enskrivadurioù a-berzh renerezh-bro, koulz lavaret, evel deiziadur arem Coligny, a laka anat e oa manet ar c’heltieg e Galia yezh ar renkadoù uhelañ hag e kerzhe c’hoazh keit-ha-keit gant al latin.

1923
Daveenn : SKET p.10

[H]a seul souezusoc’h eo se ma tremen ar peurliesañ ar ouenn ma ’z oant diwarni, ken a-berzh tad, ken a-berzh mamm, evit bezañ taer, feuls ha brouezus dreist ar re-all.

1923
Daveenn : SKET p.44

Terridigezh al lezenn a-berzh unan a zigaso, bep taol, kastizidigezh unan.

1923
Daveenn : SKET p.52

Donedigezh-vat dit a-berzh da dad Manos ! Donedigezh-vat a-berzh da vamm Bena, va fried vuiañ-karet ! Deuet-mat out er vro-mañ ma vevomp enni, en douar gwenvidik-mañ a zo bet pourchaset dit gant madelezh va zad.

1923
Daveenn : SKET p.73

Ar re varv bepred bev a galoneka an oberour ma lakaio dre skrid istor e ouenn hag ar gelennadurezh a zeu dezhi a-berzh an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.77

Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »

1923
Daveenn : SKET p.102-103

Bagadoù stank a alarc’hed gwenn a weljont o tremen hebiou, a-nes hag a-bell, harz ebet dezho a-berzh ar mor hag an amzer.

1923
Daveenn : SKET p.113

— Urzh d’ar vugale da zont d’ar presbital, a-berzh an aotrou barner !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)

— Perak e son hiziv ar c’hloc’h evel derc’hent ur gouel-berz ? a lavare ar person, souezhet-meurbet, d’e garabasenn, hag [a] fredone da heul ar c’hloc’h : Un arc’hael, a-berzh an Aotrou, A ziskennas eus an Neñvoù D’annoñs da Vari ’oa choazet Evit mamm da Salver ar bed.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Nag an diskleriadurioù a-berzh an Henamzer, nag ar goshañ lennegezh anezho ne ro da grediñ ez oant bet, en ur pred pe bred, an hunvreerien habask ha melkoniek faltaziet gant Renan ha Keltomaned an XIXvet kantved, [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.24, notennoù

a-berzh tad

1931
Daveenn : VALL pg aieul (paternel)

a-berzh mamm

1931
Daveenn : VALL pg aieul (maternel)

perc'henniezh a-berzh kerent

1931
Daveenn : VALL pg alleu

a-berzh tredeog

1931
Daveenn : VALL pg (sentence) arbitral(e)

Soñjit ; div vag o labourat war ar stêr a dalvezo deomp ur bennozh Doue brasoc’h a-berzh ar voereb.

1944
Daveenn : ATST p.94

-« Ul lizher-kelc’h, emezon-me, a-berzh ar ministr Traoù an Diabarzh, a zifenn ouzh ar veleien implijañ ar brezhoneg en o sarmonioù hag er c’hatekizoù. Daoust ha gouzañv a raimp hevelep dismegañs ? » -« Nann, nann, » a youc’has ar bobl en ur vouezh. « Hag ali oc’h holl da sevel hor mouezh, ha da nac’h sentidigezh ? » - « Ya, ya » a huchas ar bobl.

1944
Daveenn : EURW.1 p.207

A-berzh piv ? », emezi (Moarvat e soñje ne oa ket ur mec’hieg yaouank eveldon o klask komz ouzh ar Mestr evit e gont e-unan). - « A-berzh Résistance Montroulez », a lavaris dezhi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.91

...Nann ! Ne sellfe ket outi !... Dereat e vije, a-dra-sur ! Dibleg ivez : - N'oc'h ket a-berzh Doue !... Peoc'h digant ho kenou ha « vaya Ud. con Dios ! » It gant Doue, mes a-zirak va daoulagad-me ha diouzh va soñj !... - Setu, ya setu petra a lavarfe dezhi...

1949
Daveenn : SIZH p.63

Ar gaerañ kelennadurezh da heul ar wir vagadurezh / Zo deuet deomp a-berzh Jezuz, Hor Salver ken karantezus.

1960
Daveenn : PETO p23

Kaer e voe lavarout dezhañ e oamp aotreet da vont e pep lec'h a-berzh ar Gouarnour, ne voe ket tu d'e zoñvaat.

1985
Daveenn : DGBD p88

Ur merk a uvelded eo a-berzh un den degemer ar c'helc'hiad mignoned a zo bet aozet dezhañ gant an dargouezh.

2012
Daveenn : DJHMH p10

Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.

2015
Daveenn : DISENT p61

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial