1. Prof, anezhañ buhez un den pe hini ul loen prl., a ginniger d'un doue e-kerzh ul lid sakr dre ul lazh gwirion pe arouezel.
Aberzhioù loened, tud. Aberzhioù gwadek. Kinnig, ober un aberzh evit habaskaat an doueed.
2. Pezh a brofer, a asanter dioueriñ, dre zever pe evit difenn un uhelvennad.
Aberzhioù ar stourmerien, ar verzherien.
Gant grevusted ar fallentez / ' Zo dinodet eus laoskentez / Ma youl vreskig ha kontammet [,]/ Grit, m'Hoc'h asped, Aotrou Jezuz, / Oan ha Salver trugarezus, / Ma ne vo an Aberzh nammet !
Gant grevusted ar fallentez / ' Zo dinodet eus laoskentez / Ma youl vreskik ha kontammet / Grit, m'Hoc'h asped, Aotrou Jezuz, / Oan ha Salver trugarezus, / Ma ne vo an Aberz nammet !
1960
Daveenn :
PETO
p64
Hag un aberzh ken erezus / A vo gouest d'Ho paeañ, Jezuz, / Eus an dle ' zo war ma anv / Hag am beuz evel al lanv ?
Hag eun aberz ken erezus / A vo gouest d'Ho pêa, Jezuz, / Eus an dle ' zo war ma ano / Hag am beuz evel al lano ?