peuret
Lod a lavar e savas ar veleien a-dro-war-dro en e enep, abalamour ma kavent gwelloc’h gwelet ar gompezenn draezh-se o chom da leton da beuriñ gant loened ar beorien, eget he gwelet perc’hennet gant un den hepken, a c’helle he c’hlozañ pe he fermiñ da unan bennak, ha, dre-se, miret ouc’h ar paour da gaout e vuoc’hig hag ur banne laezh da soubañ e verenn.
Gant ur roeñvadenn hepken e reas d’e vag kilañ war-hed ugent "leuga" en a-dreñv, betek e-kreiz al lenn ; ha neuze, o kregiñ en e vouc’hal-vann, he stlepel a eure gant kement a nerzh ma treuzas war he hed ar speurennad rec’hier ha menezioù ha ma ’z eas da gouezhañ er pradoù en tu-hont, en ur lazhañ tri-ugent buoc’h a oa o peuriñ eno (2).
Mont a rae a-wechoù war-ziskenn ar menez a-gleiz pe a-zehou, hag e weled neuze ur c’hrec’h digoad gant douar-gounid, prajoù pe barkeier, hag a-rez ar fjord, ur gêriadennig fentus gant tiez bihan a bep seurt liv, heñvel-mik ouzh c’hoarielloù Nedeleg, bodet e skeud un ilizig ken dister hag i, ha pelloc’h, war-bign un dorgenn c’hlas, traoù munut, ruz pe wenn, o fiñval goustadik, saout ha deñved ar barrez o peuriñ.
E-lec'h glaster peurbad ar c'hoad bras e kaver amañ geoteier bras, ha bez' ez eus zoken ur bagad saout o peuriñ enno.
Lavaret he deus din n'on ket divarrek war ar c'heginañ met n'in ket da beuriñ en he fark an tazoù!
Mots précédents
Mots suivants
peuriñ