Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Draen. Pikoù lann. Ur pik spern. Tapet en doa ur pik en e viz. 2. Pikadenn. Ur pik a voe graet dezhañ gant un nadoz hir. 3. Arm hiroc'h eget ur goaf, anezhañ ur beg metal lemm e penn ur fust hir. Gant pikoù ez aent d'an enebourien. Houarn ur pik. 4. Gwri. Pikoù start ha stank a rae ar gemenerez. 5. Dre skeud. Santad tener a zoug ub. davet ub. all. Ur pik a santas en e galon. Mont a reas ur pik en e galon. & Pemdez Trubuilh. N'oc'h ket tremenet hep pikoù e pep lec'h. II. A. 1. Merk pe boent bihan pe vihanoc'h kelc'hiek e stumm. Pikoù du a oa war ar vioù. Ur pik zo war e lagad : ur merkig gwenn pe arvelen war mab al lagad. En noz e luc'he pikoùigoù ar stered. 2. (war korfoù an dud) Pik du : tolzennig danvez druz zo ur penn du en he c'hreiz hag a zeu war-c'horre ar c'hroc'hen. E-leizh a bikoù du a oa war kroc'hen e gein. & Pikoù-panez : brizhelloù rous a zeu war kroc'hen dremm, gouzoug pe arvrec'hioù an dud (tud o blev ruz pe rous dh.). 3. PEMDEZ Klogorennoù munut, a bik alies, zo e diedoù zo. Mat e kave e vanne limonadez gant ar pikoùigoù farsus a hillige dezhañ e staon. B. 1. Arouezenn (・) a lakaer a-uc'h al lizherennoù i ha j. 2. Arouezenn boentaouiñ (.) a lakaer e dibenn ur frazenn da verkañ splann ez eo echu pe e dibenn ur berradur. & Tri fik : pikoù-arsav. III. Tr. adv. 1. (db. an eur) WAR AR PIK : rik. Da greisteiz war ar pik e kuitaas an holl o labour. 2. D'AR PIK : a-blom. War an traezh n'eus nemet ugent gourhed d'ar pik.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

tremen dre ar pikoù

1659
Référence : LDJM.1 pg passer (par les piques)

pik

1659
Référence : LDJM.1 pg pic

pikoù

1659
Référence : LDJM.1 pg pique

"pik" g.

1924
Référence : SKET.II p.138 « Geriadurig », "Point".

Kerkent ha ma veze merzet an nav alarc’h evel nav pik gwenn e-kreiz donder glas an neñv, e weled koumm hag eon o sevel en diabell er mor.

1924
Référence : SKET.II p.34

pik

1931
Référence : VALL pg accent (signe graphique)

Santout a reas ur pik en e galon. Toc'hal a reas ez dereat, a greiz ar vali. Pa ne fiñve ket eben, e tostaas outi war e bouez.

1949
Référence : SIZH p.41-42

En ur sevel eus e wele en deiz war-lerc'h, avat, e voe nec'het ar paotr yaouank-se o welout e oa goloet e vruched ha tu diabarzh e zivrec'h a bikoù ruz, ken gwazh ha ma vije bet taget gant ar ruzell.

1985
Référence : DGBD p78

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux