I.
1. Draen.
Pikoù lann. Ur pik spern. Tapet en doa ur pik en e viz.
2. Pikadenn.
Ur pik a voe graet dezhañ gant un nadoz hir.
3. Arm hiroc'h eget ur goaf, anezhañ ur beg metal lemm e penn ur fust hir.
Gant pikoù ez aent d'an enebourien. Houarn ur pik.
4. Gwri.
Pikoù start ha stank a rae ar gemenerez.
5. Dre skeud.
Santad tener a zoug ub. davet ub. all.
Ur pik a santas en e galon. Mont a reas ur pik en e galon.
&
Pemdez
Trubuilh.
N'oc'h ket tremenet hep pikoù e pep lec'h.
II.
A.
1. Merk pe boent bihan pe vihanoc'h kelc'hiek e stumm.
Pikoù du a oa war ar vioù. Ur pik zo war e lagad : ur merkig gwenn pe arvelen war mab al lagad. En noz e luc'he pikoùigoù ar stered.
2. (war korfoù an dud)
Pik du : tolzennig danvez druz zo ur penn du en he c'hreiz hag a zeu war-c'horre ar c'hroc'hen.
E-leizh a bikoù du a oa war kroc'hen e gein.
&
Pikoù-panez : brizhelloù rous a zeu war kroc'hen dremm, gouzoug pe arvrec'hioù an dud (tud o blev ruz pe rous dh.).
3. PEMDEZ
Klogorennoù munut, a bik alies, zo e diedoù zo.
Mat e kave e vanne limonadez gant ar pikoùigoù farsus a hillige dezhañ e staon.
B.
1. Arouezenn (・) a lakaer a-uc'h al lizherennoù i ha j.
2. Arouezenn boentaouiñ (.) a lakaer e dibenn ur frazenn da verkañ splann ez eo echu pe e dibenn ur berradur.
&
Tri fik : pikoù-arsav.
III.
Tr. adv.
1. (db. an eur)
WAR AR PIK : rik.
Da greisteiz war ar pik e kuitaas an holl o labour.
2. D'AR PIK : a-blom.
War an traezh n'eus nemet ugent gourhed d'ar pik.
Kerkent ha ma veze merzet an nav alarc’h evel nav pik gwenn e-kreiz donder glas an neñv, e weled koumm hag eon o sevel en diabell er mor.
Kerkent ha ma veze merzet an nao alarc’h evel nao pik gwenn e-kreiz dounder glas an nenv, e weled koumm hag eon o sevel en diabell er mor.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.34
"pik" g.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.138 « Geriadurig », "Point".
pik
1931
Daveenn :
VALL
pg accent (signe graphique)
Santout a reas ur pik en e galon. Toc'hal a reas ez dereat, a greiz ar vali. Pa ne fiñve ket eben, e tostaas outi war e bouez.
1949
Daveenn :
SIZH
p.41-42
En ur sevel eus e wele en deiz war-lerc'h, avat, e voe nec'het ar paotr yaouank-se o welout e oa goloet e vruched ha tu diabarzh e zivrec'h a bikoù ruz, ken gwazh ha ma vije bet taget gant ar ruzell.
1985
Daveenn :
DGBD
p78
Kloz e oa ar rideozioù, gouloù ebet war-bouez skleur lutig-noz al lugell-dredan, ur pik roz-ruz.