Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(war-lerc'h ar merk gour unan "az", pe ar merk gour unan pe lies "ho") Furm eus ar verb endevout en eil gour en doare-divizout tremenet.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Ma n’hoc’h eus biskoazh gwelet droug e den, n’ho pije nemet bezañ bet neuze e iliz Lokournan, hag o pije gwelet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.210

Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzhadenn a-dreuz da seizh koad an oadvezh, war da hent a-grap ouzh menez an devezh, war dour sioul keinvor an abardaez, ez troad war-du glann al Luc’h peurbad.

1923
Daveenn : SKET p.121

En e gichen, war ar varvskaon, e vamm lienet, diraki, ur c’houlaouenn-goar binniget, ur chapeled hag ur g[r]oazig kouevr entre he daouarn ; ha panevet sklas ar marv en he c’herc’hen, hag an disliv war he zal, ho pije lavaret e vousc’hoarzhe d’he mabig bihan.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924), ("ar varv-skaon", "groazig kouevr", "hag an disliou war he zal" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Lavaret ho pije penaos ar paotr a c’houzañve tristidigezh e vamm, eñ diagent ken seder, atav o sutellat, o kanañ, bremañ gant Mad[a]len ha Yannig, pluchet en ur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon dezhañ pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial