Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Str. 1. Gwez rousinek bras, eus ar genad Pinus, dezho delioù hir, strizh, kalet ha padus. Ur c'hoad pin. & Pin du : gwez bras, o anv spesad Pinus nigra. & Pin gouez : gwez bras, o anv spesad Pinus pinaster. & Pin ruz : gwez bras, o anv spesad Pinus sylvestris. 2. Pin-kroaz : gwez rousinek bras, o anv spesad Picea abies, a c'hounezer adalek an Alpoù betek Norvegia ha Rusia evit o frenn pe evit ober gwez Nedeleg. II. H.g. Prenn ar gwez-se end-eeun. Un arched pin.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

pinenn

1499
Référence : LVBCA p164 (c-est pin, vng arbre)

pin

1850
Référence : GON.II pg pîn

pinenn

1850
Référence : GON.II pg pîn

pin gwez

1850
Référence : GON.II.HV pg pîn (-gwéz)

Pallennet e vez leurenn an douar, kerkoulz ha pep bodenn, a vleunioù gwenn, a vleunioù ruz, a vleunioù melen-aour, ma vez balzamet an aer gant ar c’hwezh-vat diouto, ouzh en em veskañ gant ar frond o sevel a-ziwar rusk ha deil ar gwez pin, derv, bezv ha tilh.

1923
Référence : SKET p.48

Ar c’hoadoù, a ra d’an traonioù ha krec’hioù ur gwiskad deil, a zo enno gwezennoù ar bravañ-holl : ar faou hag an derv a gaver ar stankañ, toueziet amañ hag ahont gant gwez pin ha sapr.

1923
Référence : SKET p.95

« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantañ e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzhout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefioù ar pin hag an derv, ar faou hag an onn, ar bezv hag an efl. »

1923
Référence : SKET p.36

Ar baotred yaouank, sonn evel gwez-pin, start evel gwez-derv, a oa kalonek ha kadarn, doujus d’al lezenn, d’ar renerien, d’ar gozhidi.

1923
Référence : SKET p.68

War ar c’hribennoù e weler kurunennad ar c’hoadoù pin.

1924
Référence : SKET.II p.47

Padal, goude studi an enderv, ar breur Alano a voe kemennet dezhañ, war un dro gant un nebeut kloer all, mont d'ar menez, da zourañ, kerkent ha kuzhet an heol, ar gwezigoù pin nevez-plantet, hag a oa o kinnig krazañ gant ar sec'hor.

1949
Référence : SIZH p.63

Bet e oa ar skoliad, e-pad an enderv, war « El Monte », o toullañ douar en-dro d'ar plant pin d'o doura.

1949
Référence : SIZH P.43

Étymologie

krKvg. "pin-bren".

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux