Padal, goude studi an enderv, ar breur Alano a voe kemennet dezhañ, war un dro gant un nebeut kloer all, mont d'ar menez, da zourañ, kerkent ha kuzhet an heol, ar gwezigoù pin nevez-plantet, hag a oa o kinnig krazañ gant ar sec'hor.
Bet e oa ar skoliad, e-pad an enderv, war « El Monte », o toullañ douar en-dro d'ar plant pin d'o doura.
Hag ar gwez ’ta, biskoazh n’am boa teurvezet teurel pled ouzh o mouezh ; da bep hini koulskoude e gan, disheñvel[-]krenn diouzh ar re all, hemañ d’ar pin, hennezh d’ar pupli, unan ouzhpenn d’an derv, hag holl en-dro din, ha zoken ar raden kras, ar balan hag ar gargal, o tasseniñ evel kemend-all a venveg [sic], a delenn [sic], dindan vizied diwelus ar soner dispar ma reomp dioutañ an avel…
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pin