pinenned
Ne livirin ket amañ nemet ar pezh am eus merzet eno eus an temploù gouestlet d’an doueed, ken ec’hon ha kêrioù, keit ha ken tev ar mogerioù anezho ha mogerioù kreñvlec’hioù, da harpañ o zoennoù en diabarzh peulioù maen stank-ha-stank, keit ha ken tev pep unan hag ar pinennoù bras o c’holeiñ tor menez Vosagos e bro al Lingoned, pe pantennoù menez Iouris e douaroù ar Sequaned.
« Gouenn ar Gelted, Adaqi he magas gant laezh he divronn ramzez, — En Amzer-gent. — He c’hibellañ a eure er glizh, — Hag he sec’hañ en aezhenn-veure. — He gwaskediñ a eure dindan skourroù an dervenn ; — Ur c’havell a reas dezhi e gwask gwrizioù an ivinenn ; — Gant deil spilhaouek ar binenn, ha marblev evned ar c’hoad. »
Mots précédents
Mots suivants
pinenn