1. Pezh begek un ahel a c'hall trein warnañ e-unan pe chom difiñv.
Piped an nadoz-vor.
2. Dre fent
Gar, pav.
&
Trl.
Bezañ sonn war e bipedoù : sonn-tre.
HS. tach.
N'eo ket gwall sklaer talvoudegezh an termen-mañ er skouerioù koshañ. Kinnig a ra Gwenole Ar Menn en un notenn (LVBCA p.164) e c'hallfe a ger krennc'hallek "pirot" (lapous bihan) a gaver e Cms hag Ca (1464, 1499) bezañ bet diaes da intent evit embannerien ar Cb hag Cc ken o doa komprenet "pipet" evel anv-gwan ar verb "pipañ", un implij testeniekaet pelloc'h.
Koulskoude ar ger Krglg "pirot" a c'hellfe bezañ e gwirionez "pivot" ur ster a gaver e brezhoneg Treger gouez da Wenole Ar Menn.