Dre se, e tigoris bras-bras va daoulagad o welout un tolpad gwazed o zog piped kouevr o c’hortoz an tren e porzh-hent-houarn Aac’hen.
Selloù a-gleiz am boa taolet ivez war ar c’hentañ ofiser e biped lemm deut tre em c’hombod kerkent ha tremenet harzoù Alamagn ; daoublegañ a rae hemañ koulskoude dirak pep hini ac’hanomp ha ne baoueze ket da vousc’hoarzhin keit ha ma rae diouzh e garg : « Pass, bitte schön, mein Herr ! » emezañ pe « Gnädige Frau, geben Sie mir, bitte Ihren Pass !»
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pipet