Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. G. A. 1. Den dioutañ e-unan. Gwelet hoc'h eus ar pipi-se ? C'hwi zo ur gwall bipi. [1954] Setu aze, kwita, ur pipi ! n'am eus gwelet an istrogell-se nemet div pe deir gwech, ha gwall vihan e oan d'ar c'houlz-se. DHS. ebeul, orin, oristal. 2. Den moust ha faeüs un disterañ. [1954] Edomp o koaniañ da serr-noz pa grogas hol lestr da zi[z]ouarañ ; kerkent ha m’am boa lonket va fred gant ur galon digor-frank, me ’lavar deoc’h, e pignis war ar pont, sonnoc’h eget ur pipi, rak e sell e oan da vutunat kent mont da gousket ur c’hornedad gant va narghileh nevez-brenet [...]. Ur pipi eo. DHS. brager. 3. Trl. PIPI GOUER : lesanv a roer d'ar gouerien. Pipi gouer pagan ha mic'hiek. 4. YEZH AR VUGALE Glin. B. (impl. da doar.) 1. Zo lorc'h ennañ. Hennezh a oa pipi gant e levr. 2. Ampart. Ar vaouez-se zo pipi da wriat. N'on ket bet morse gwall bipi da lakaat an neud en nadoz. DHS. barrek. II. H.g. A. Pemdez Kafe. Lakaet em eus ar pipi e-tal an tan. B. PIPI DU. 1. Lesanv a roer d'ar c'hafe. Gwelet em eus pipi du o klouarañ war an tan. 2. Moranv a roer d'ar gregad kafe. Emañ Pipi du o c'hortoz en e gluch el ludu. 3. Kafe fall, tanav. Un tasad kafe pell diouzh bezañ kar da bipi ludu.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Setu aze, kuita, ur pipi ! n'am eus gwelet an istrogell-se nemet div pe deir gwech, ha gwall vihan e oan d'ar c'houlz-se.

1954
Référence : VAZA p.21

Edomp o koaniañ da serr-noz pa grogas hol lestr da zi[z]ouarañ ; kerkent ha m’am boa lonket va fred gant ur galon digor-frank, me ’lavar deoc’h, e pignis war ar pont, sonnoc’h eget ur pipi, rak e sell e oan da vutunat kent mont da gousket ur c’hornedad gant va narghileh nevez-brenet, hag a-greiz m’edon o peurdanañ ar c’horn milliget-se, e stagas ar C’hleber da loveal an donvor, ha setu neuze un abadenn all !

1954
Référence : VAZA p.88

pipi

1954
Référence : VAZA p.191 geriou tregeriat rik (un den hep e bar gant ar fentus pe ar souezhus e vez).

Gwisket eo gant ur chupenn sport, ur roched hag ur jean, hep kravatenn, ha tri devezhiad barv zo ouzh e zremm. Louk an embreger a-vremañ, evel a reomp hiziv an deiz eus ar bipied.

2015
Référence : EHPEA p222

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux