I.
G.
A.
1. Den dioutañ e-unan.
Gwelet hoc'h eus ar pipi-se ? C'hwi zo ur gwall bipi.
[1954] Setu aze, kwita, ur pipi ! n'am eus gwelet an istrogell-se nemet div pe deir gwech, ha gwall vihan e oan d'ar c'houlz-se.
DHS. ebeul, orin, oristal.
2. Den moust ha faeüs un disterañ.
Ur pipi eo.
DHS. brager.
3. Trl.
PIPI GOUER : lesanv a roer d'ar gouerien.
Pipi gouer pagan ha mic'hiek.
4. YEZH AR VUGALE
Glin.
B. (impl. da doar.)
1. Zo lorc'h ennañ.
Hennezh a oa pipi gant e levr.
2. Ampart.
Ar vaouez-se zo pipi da wriat. N'on ket bet morse gwall bipi da lakaat an neud en nadoz.
DHS. barrek.
II.
H.g.
A. Pemdez
Kafe.
Lakaet em eus ar pipi e-tal an tan.
B. PIPI DU.
1. Lesanv a roer d'ar c'hafe.
Gwelet em eus pipi du o klouarañ war an tan.
2. Moranv a roer d'ar gregad kafe.
Emañ Pipi du o c'hortoz en e gluch el ludu.
3. Kafe fall, tanav.
Un tasad kafe pell diouzh bezañ kar da bipi ludu.
Setu aze, kwita, ur pipi ! n'am eus gwelet an istrogell-se nemet div pe deir gwech, ha gwall vihan e oan d'ar c'houlz-se.
Setu aze, kwita, ur pipi ! n'am eus gwelet an istrogell-se nemet div pe deir gwech, ha gwell vihan e oan d'ar c'houlz se.
1954
Daveenn :
VAZA
p.21
Gwisket eo gant ur chupenn sport, ur roched hag ur jean, hep kravatenn, ha tri devezhiad barv zo ouzh e zremm. Louk an embreger a-vremañ, evel a reomp hiziv an deiz eus ar bipied.