Ha diwezhatoc'h pa zeuas da vezañ va mamm-gozh ha war an dro va maeronez, daoust ha reiñ a reas din un anv kouer bennak, Jakez, Yann, Loull pe Bipi ? nann, mar karan, Jarl eo va anv[-]badez, hini ar c'hrouadur maget ganti, mab henañ an Aotrou Markiz.
Evit pezh a sell ouzh he fried, va zonton Pipi, ur skribiton a baotr reutoc'h eget un troad pal, met abaf ken ne oa ket evit blejal « Chou 'ta ! » war ur yar, hogos bemdeiz [sic, bemdez] e ranke tec'hel kuit eus ar gêr da chaseal, da besketa, da glask ober un tamm frotañ d'ur goantenn bennak, pe da beurechuiñ ur pifad e ti ur mignon.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pipial