Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Arm-tan bihan a zalc'her gant un dorn, a dalvez da vannañ boledoù. Tennañ gant ur bistolenn. [1954] Eno, e troas e penn ur « samouraï » trelatet skeiñ gantañ un taol sabrenn, ha muntret e vije bet moarvat an tzarevitch panevet d’e vignon, mab roue Gres, a lazhas an torfedour gant un tenn pistolenn. & Pistolenn-dro : revolver. 2. Pistolenn(-skav) : c'hoariell a ya ur vazhig skav zo bet tennet ar mel anezhi d'he ober hag a reer ganti evit bannañ piz, tammoù avaloù-douar, h.a., war-bouez ur vazhig all a dalvez da boulzañ. HS. strinkell, strinkerez. 3. Trl. skeud. Gwerzhañ pistolenn ub. : diskuliañ udb. a vije bet ret tevel warnañ. Hennezh en dije gwerzhet ma fistolenn, ma zamm pistolenn. II. KOZH Moneiz aour skoet e Spagn. Pistolenn-Spagn.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

pistolenn

1659
Référence : LDJM.1 pg pistolet

pistolennoù skav

1732
Référence : GReg pg caloniere (ou, canoniere, petit tuyau creux de sureau, dont les enfants jettent des pois, ou des tampons, &c)

pistolenn skav

1732
Référence : GReg pg caloniere (ou, canoniere, petit tuyau creux de sureau, dont les enfants jettent des pois, ou des tampons, &c)

pistolenn

1850
Référence : GON.II.HV pg pistolen (pistolet, arme à feu).

pistolennoù

1850
Référence : GON.II.HV pg pistolen (pistolet, arme à feu. Pl.)

Ar valtouterien gant o fuzulioù, o sabrinier, o fistolennou, a daole evezh mat.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

pistolennoù tennata

1931
Référence : VALL pg (pistolet) automatique

pistolenn varc'h

1931
Référence : VALL pg (pistolet d')arçon

pistolenn dibr

1931
Référence : VALL pg (pistolet d')arçon

pistolenn dennata

1931
Référence : VALL pg (pistolet) automatique

Un tammig gwad fall a raen evelkent, daoust din chom ken dibreder da welout ha kent ; hogen, evidon da vezañ lennet nevez ’oa Werther gant Goethe, ul levr a blijas din meurbet, ne oan ket troet d’ober evel paotr e bistolenn ; nann, mar karan !

1954
Référence : VAZA p.175

Eno, e troas e penn ur « samouraï » trelatet skeiñ gantañ un taol sabrenn, ha muntret e vije bet moarvat a[r] tsarevitch panevet d’e vignon, mab roue Gres, a lazhas an torfedour gant un tenn pistolenn.

1954
Référence : VAZA p.159

Allas, sabrenn, kleze pe bistolenn, tuig ha talig e oa da dud eveltañ hag e vab henañ, tonket da vezañ lazhet war-greiz an deiz a daolioù fuzuilh p’edont ur bloaz goude o vont war o giz d’ar gêr goude ur valeadenn war ar gale hor boa kavet ken kaer an dro-se.

1954
Référence : VAZA p.132

Garv e oa ar vouezh-se, ha ken garv all an archerien, pikoloù kanfarded o dilhad glas-mor gant klaoutennoù arc’hant ouzh o skoaz, hag a rae dimp – un daou-c’hant bennak a dud – diskenn a-dizh eus kirri an tren alaman, ha raktal e voemp leviet gant herr war-du an ti-hent-houarn, rak bez’ oa a bep tu dimp ur regennad soudarded gant fuzuilhoù, baionetezennoù, sabrinier ha pistolennoù, evel pa vijemp bet holl, paotred, merc’hed ha bugale, ur bagad torfedourien da gas d’ar marv kerkent ha paket.

1955
Référence : VBRU p.32-33

Klevit ! n'eo ket tennoù holen / ' Zo ganin-me em fistolenn.

1960
Référence : PETO p68

O welout o ofiser o kemeret e gouch war hemañ gant e bistolenn, e hastont d'ober hent dezhañ da leuskel e denn.

1960
Référence : PETO p51

AR C'HABITEN -taeret hag o tispakañ e bistolenn-

1960
Référence : PETO p51

Setu perak, goude kas va mevelion da gousket, e kargis ur bistolenn gozh, e doare d'en em zifenn, diouzh an degouezh.

2012
Référence : DJHMH p. 83

L'Office public de la langue bretonne