Koulskoude. Herri a oa ker pizh ! pa eve ur banne odivi, e veze atav dre ezhomm, ha, morse, dre avi.
N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !
Un tamm eus ar gorzenn, plantet en douar en un toull graet gant ur[sic] ibil koad, a grog da neveziñ buan, hag an eostad a vez mat da dennañ a-benn bloaz goude, ha dre-se ne vez ket ezhomm da zistrouezhañ pizh an tachennoù ma vez gounezet enno.
Gwelet em boa poltred an itron war ur skeudenn tennet gant ul luc'hskeudenner bale-bro : ur vaouez fonnus he bronnoù, tro enni ken ledan he c'halon hag he feultrin : e-touez ar re dreut an hini eo e kavar atav an dud pizh, treut hag imoret-fall.
Ar furm-se ne oa dezhi dremm ebet c'hoazh he dije roet tu d'he anaout ; e hunvreoù Utterson zoken ne oa dremm ebet dezhi, pe neuze unan amsklaer a steuzie buan a-zirak e zaoulagad. Hag evel-se eo e tiwanas hag e kreskas buan e spered an noter ar c'hoant iskis, hogos diroll, da c'hallout sellout pizh ouzh tresoù ar gwir mr. Hyde.
An trede eo an hini nemetañ aotennet pizh, ur chupenn en-dro dezhañ.
Kanañ a reont luganoù spontus evit diskuliañ interestoù pizh, mantrus pe droch an dud-se.