Kerkent ha ma voent en em gavet, ec’h ejont da c’houlenn da zibriñ ha da evañ. Mes lavaret e voe dezho, e pep ti, n’oa na tamm na banne ; n’oa ket bet a amzer c’hoazh da boazhat bara, re vintin e oa ; ha n’oa ket a arc’hant en tiez da vont da brenañ gwin na gwin-ardant da Vontroulez. Hag e gwirionez, an traoù a oa gorrenet ker pizh, ma ne voe kavet netra e neblec’h : war-c’hed edo an holl eus ar soudarded.
Evel ma lavaremp uheloc'h, ez eus re all o troc'hañ an torrod-meur, e reter Afrika ar C'heider, er Brazil, e Korea, er Mor Keltiat, h.a.; n'eus ket bet roet a-walc'h a sontadennoù, avat, evit o studiañ pizh.
Manet e oan da sellout pizh ouzh ar marzh-se ne ouien ket ober anv dioutañ, pa glevis nepell diouzhin hon eil-gabiten [eilgabiten] o hegiñ an ofiser war c’hed e-tal an nadoz-vor : « Dites donc, lieutenant, emezañ, et si vous envoyiez le timonier de quart prier le Président de grimper en vitesse sur la passerelle pour voir cette aurore boréale ? »
Miliadoù ha milionoù a zo anezho ; ken bihan ha ma ranker sellout pizh evit o gwelout.
N'eus ken Italia a zegemeras anezhañ a-rekin ha pizh.
Selaou a raent pizh hor c'haozeadennoù -met tu 'vez atav da skrivañ an traoù pouezusañ, pe da lakaat sonerezh kuit na vefe klevet ar mouezhioù- ha sellout a raent ouzhimp gant gevellunedoù-noz.
Sellet pizh, raksoñjal ha mont war-zu an dañjer a-raok na zegouezhfe war ar stourmerien : setu perzhioù pouezus e vicher [hini ar peacekeeper].