1. Plant-krap gouez, eus ar genadoù Vicia ha Lathyrus, dezho bleuñv mouk, roz pe velen, a gresk er girzhier, er strouezh, er frankizennoù, er geotegi, hag a daol klor piz munut.
2. Piz-logod-bihan : plant bloaziek, o anv spesad Vicia hirsuta, moan o garennoù ha dezho bleuñv gwenn arc'hlas.
3. Piz-logod-bras : plant bloaziek gouez, o anv spesad Vicia sativa, a c'hounezer gouennadoù anezho d'ober boued chatal.
&
Ent krenn
Piz-logod : piz-logod-bras.
Hadet en deus piz-logod en e bark.
HS. piz-gad.