Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

Ar., adv. ha stl. isurzh. I. Ar. [1659, 1732, 1850, 1867, 1878, 1909, 1927, 1985, 2015] Araogenn a dalvez d'ober anv eus ur prantad zo etre ur mare, un darvoud tremenet hag ar pred amzer ma komzer. [1659] Abaoe gouloù deiz. [1659] Abaoe daou vloaz. [1659] Abaoe nemeur. [1659] Abaoe tri miz ne studias. [1850] Abaoe dec'h on klañv. [1850] Alfoiñ a ra abaoe dec'h. [1850] Didra int chomet abaoe neuze. [1850] Va dleour eo abaoe pell amzer. [1878] Abaoe ar mintin edo war-c’hed anezho. [1909] Abaoe pell (zo). [1985] War greskiñ e oa aet Casablanca abaoe ugent vloaz. & Abaoe un nebeudig : abaoe nebeut amzer. & Abaoe pegoulz, pegeit ? & Trl. Abaoe bloavezh an erc'h du : abaoe n'ouzer ket pegeit. & [1909] Abaoe keit amzer zo : abaoe pell-pell zo. HS. a-zrebi. & KOZH. (dirak un ak., hep gm.) [1659] Abaoe eskob : abaoe ma voe anvet da eskob. II. Adv. [1732, 1867, 1909, 1924, 1927, 1941] Adverb a dalvez d'ober dave d'ar prantad zo etre ur mare, un darvoud tremenet na veneger ket hag ar pred amzer ma komzer. [1732] Kammañ a ra abaoe. [1732] Abaoe eo kamm. [1867] Abaoe e red atav. [1877] Ha setu perak, abaoe, e vignoned o deus, dre fars, hen lesanvet Fontaineblo. [1909] Ur pennad zo abaoe. N'on ket bet eno abaoe. Pegeit zo abaoe ? Pell zo abaoe. Un daouzek vloaz bennak zo abaoe. [1924] Teir pe beder c’hoañvezh a zo abaoe. & Trl. Abaoe ez eus meur a warlene : tremenet ez eus un hir a amzer abaoe. III. Stl. 1. Tr. stl. isur. [1850, 1874, 1877, 1927, 1931, 1943, 1949] ABAOE MA, ABAOE NA : troienn a dalvez d'ober meneg eus ar prantad zo etre un darvoud tremenet hag ar pred amzer ma komzer. [1850] Bravaet eo abaoe ne'm eus he gwelet. [1850] Diforc'h eo abaoe m'en deus bet ul lamm. [1850] Digabestr eo chomet abaoe m'eo marv e dad. [1850] Boazioù fall en deus kemeret abaoe m'emañ eno. [1874] Pell amzer vras zo abaoe na oamp en em welet. [1877] Bremañ, abaoe ma’z eo aet ar veleien hag an noblañs kuit, ez eus nebeut a dud desket dre ar vro. [1931] Abaoe ma'z eus deuet skiant dezhañ. [1944] Mouezh ur vaouez [...] seurt ma ne veze ket klevet mui gant ar paotr, abaoe ma oa aet d'ar gouent. 2. ABAOE (+ rn. v. "e") : troienn a dalvez d'ober meneg eus ar prantad zo etre un darvoud tremenet hag ar pred amzer ma komzer. [1850] Bouzar eo chomet abaoe eo bet klañv. HS. aba.

Exemples historiques : 
123
Masquer la liste des exemples

abaoe daou vloaz

1659
Référence : LDJM.1 pg depuis (deux ans)

abaoe nemeur

1659
Référence : LDJM.1 pg depuis (peu, dernierement)

abaoe gouloù-deiz

1659
Référence : LDJM.1 pg des (le point du jour)

abaoe nemeur

1659
Référence : LDJM.1 pg a baoue (nemeur)

abaoe goulou-deiz e studian

1659
Référence : LDJM.1 pg abaoue (goulou deiz e studian)

abaoe eskob

1659
Référence : LDJM.1 pg depuis (deux ans)

abaoe tri miz ne studias

1659
Référence : LDJM.1 pg abaoue (tri mis ne studias)

abavoe tri miz ez eo klañv

1732
Référence : GReg pg (il est malade) depuis (trois mois)

abavoe an amzer ma

1732
Référence : GReg pg depuis (le tems que)

abaoe ez eo kamm

1732
Référence : GReg pg boiter (clocher)

kammañ a ra abaoe

1732
Référence : GReg pg boiter (clocher)

abavoe an amzer-se

1732
Référence : GReg pg depuis (ce tems-là)

abavoe neuze

1732
Référence : GReg pg depuis (ce tems-là)

aboe

1732
Référence : GReg pg depuis (préposition & adverbe)

abavoa

1732
Référence : GReg pg depuis (préposition & adverbe)

abavoe

1732
Référence : GReg pg depuis (préposition & adverbe), (du depuis)

abaoe nemeur

1732
Référence : GReg pg depuis (peu)

abavoe dek vloaz

1732
Référence : GReg pg depuis (dix ans)

Ar profed Gwinklan, ginidik eus a gontaj Goueloù, en devoa diouganet e-tro - evel ma lavar e-unan - ar bloaz daou-c'hant ha daou-ugent goude ginivelezh hon Salver, kement cheñchamant, ha kement tra a zo bet c'hoarvezet abaoe, e Breizh-Arvorig hag e Breizh-Veur.

1732
Référence : GReg pg Guinclan (Guinclan (dont j'ai vû les prédictions en rimes bretonnes à l'Abbaïe de Landevenecq entre les mains du R. P. Dom Loüis le Pelletier.) étoit natif de la Comte de Goëlo en Bretagne Armorique, & predît environ l'an de grace 240 (comme il dit lui même.) ce qui est arrivé dans les deux Bretagnes.)

Pell zo abaoe ma en deus kemeret an tec'h.

1732
Référence : GReg pg fugitif (Il est depuis long-temps fugitif.)

abavoe fontet, savet ar gêr a Gemper

1732
Référence : GReg pg depuis (la fondation de Quimper)

abavoe pell amzer

1732
Référence : GReg pg depuis (long-tems)

Seizh pe eizh bloaz zo abaoe.

1850
Référence : GON.II p.92, livre second, (Il y a sept à huit ans depuis).

abaoe

1850
Référence : GON.II pg a (depuis), abaoé (depuis) p.56, Table des Prépositions composées, (depuis).

Abaoe dec'h on klañv.

1850
Référence : GON.II pg abaoé (Je suis malade depuis hier).

Abaoe neuze ne ra mui netra.

1850
Référence : GON.II pg abaoé (Depuis ce temps là il ne fait plus rien).

Abaoe neuze eo ankeniet-meurbet.

1850
Référence : GON.II pg añkénia (Depuis ce temps-là, il est très affligé).

Alfoiñ a ra abaoe dec'h.

1850
Référence : GON.II pg alfôi (Il est en délire depuis hier).

Alteriñ a ra abaoe dec'h.

1850
Référence : GON.II pg altéri (Il est en délire depuis hier).

Boazioù fall en deus kemeret abaoe emañ eno.

1850
Référence : GON.II pg boaz (Il a pris de mauvaises habitudes depuis qu'il est là).

Bouzar eo chomet abaoe eo bet klañv.

1850
Référence : GON.II pg bouzar (Il est resté sourd depuis sa maladie).

Bravaet eo abaoe n'em eus he gwelet.

1850
Référence : GON.II pg bravaat (Elle a embelli, depuis que je ne l'ai vue).

Chomet eo ble abaoe e gleñved.

1850
Référence : GON.II pg blé (Il est resté faible depuis sa maladie).

Didra int chomet abaoe neuze.

1850
Référence : GON.II pg didrâ (Ils sont restés très-pauvres depuis ce temps-là).

Dienek-bras eo abaoe eo marv e dad.

1850
Référence : GON.II pg diének (Il est bien misérable depuis que son père est mort).

Diforc'h eo abaoe m'en deus bet ul lamm.

1850
Référence : GON.II pg diforc'h (Il est contrefait depuis qu'il a fait une chute).

Digabestr eo, abaoe ma eo marv e dad.

1850
Référence : GON.II pg digabestr (Il est indépendant depuis que son pèer est mort).

Diguzul eo chomet, abaoe ma eo marv he fried.

1850
Référence : GON.II pg diguzul (Elle est restée sans conseil, depuis que son mari est mort).

Dinerzh eo abaoe ma eo bet klañv.

1850
Référence : GON.II pg dinerz (Il est sans force depuis qu'il a été malade).

Pell zo abaoe eo bet diouganet kement-se deoc'h.

1850
Référence : GON.II pg diougani (Il y a longtemps qu'on vous a prédit cela).

Diskredik eo abaoe ma eo bet touellet ken alies.

1850
Référence : GON.II pg pg diskrédik, diskridik (Il est défiant depuis qu'il a été trompé si souvent).

Disliv eo abaoe ma eo bet klañv.

1850
Référence : GON.II pg disliv (Elle est pâle, depuis qu'elle a été malade).

Va dleour eo abaoe pell amzer.

1850
Référence : GON.II pg dléour (Il est mon débiteur depuis longtemps.)

Fall-bras eo abaoe dec'h.

1850
Référence : GON.II pg fall (Il est bien malade depuis hier).

Bez' e c'hortozomp ac'hanoc'h abaoe kreisteiz.

1850
Référence : GON.II p.80

Petra hoc’h eus-hu graet abaoe n’em eus ho kwelet ?

1850
Référence : GON.II p.72

Pell zo abaoe n'eo ket deut da'm zi.

1850
Référence : GON.II p.84, livre second, (Il y a longtemps qu’il n’est venu chez moi).

Dek bloaz zo abaoe m’hoc’h anavezan.

1850
Référence : GON.II p.84, livre second, (Il y a dix ans que je vous connais).

N’en em zarempredomp mui abaoe neuze.

1850
Référence : GON.II p.88, livre second, (Nous ne nous fréquentons plus depuis ce temps).

N'en deus bet nemet poan abaoe m'eo ganet.

1867
Référence : MGK p68

N'eus forzh ! Eus hoc'h holl brejoù mat, me ne fell din takenn, gwell ganin mont d'ar c'hoad. Hag ar bleiz en e dro, ha da skarañ mibin. Abaoe red atav.

1867
Référence : MGK p9

Goude m'o doe al loened, an eil egile tamallet, tad-iou o c'hasas en o zro, e-c'hiz ma oant, laouen d'o bro, gant pep a visac'h war o skoaz, a zo, bete vremañ, abaoe chomet c'hoazh.

1867
Référence : MGK p12

Demat deoc'h emezi, aotrou ar c'hont ma fried, pell amzer vras a zo abaoe na oamp en em welet.

1874
Référence : GBI.II p8

Nebeut goude emgann Kergidu e voe paket gant an archerien ha kaset da soudard pell diouzh e vro ; kaset e voe da Fontaineblo. — Ha setu perak, abaoe, e vignoned o deus, dre fars, hen lesanvet Fontaineblo. —

1877
Référence : EKG.I. p.297

Abaoe en deus lavaret din n’en doa sellet ouzhin nemet div wech hepken, gant aon, emezañ, na vije deuet ar gwell ac’hanon da voukaat, da deneraat e galon ha d’hen dinerzhañ, pe d’hel lakaat da ober un dra bennak a re dre garantez evit ar relijion.

1877
Référence : EKG.I. p.186-187

Bremañ, abaoe ma’z eo aet ar veleien hag an noblañs kuit, ez eus nebeut a dud desket dre ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.93

Daou vloaz a yoa abaoe ma’z oa lakaet ar Roue Louis XVI d’ar marv, hag evelato bep Sul, pa ganed an oferenn e kouent Sant-A[l]bin, e kaned bep tro ar bedenn evit ar Roue, an "Domine Salvum fac regem, etc"...

1877
Référence : EKG.I. p.35

N’em boa ket kollet va fenn evelato, hag ober a ris neuze ar pezh am eus graet abaoe bep tro m’on en em gavet nec’het ; en em erbediñ a ris ouc’h ar Werc’hez Vari hag ouc’h sant Yann, va faeron ; goulenn a ris sklerijenn diganto evit en em anaout, en u[l] lavaret dezho n’em boa ken youl nemet difenn va Doue, va roue ha va bro.

1878
Référence : EKG.II p.32

Bremañ, abaoe m’on deuet d’ar gêr, ne rankit paeañ netra ken evidon. Dre-se ivez 'ta e teu va zra din ker goestl ha da bep hini.

1878
Référence : EKG.II p.258

N’oa ket eizh dervezh m’oan aet eus ar gêr, hag em boa gwelet kement a draoù, ma kave din e oa hanter-kant vloaz abaoe m’oan aet eus a di va zad.

1878
Référence : EKG.II p.32

Pa glevas Canclaux son an drompilh, e teuas buan er-maez eus e di, evit gouzout penaos o doa ar re-mañ tennet o zaol ; abaoe ar mintin edo war-c’hed anezho.

1878
Référence : EKG.II p.213

— Gwelet a ran war ho penn un aer nec’het ; koulskoude n’eo ket kalon a vank deoc’h, hen diskouez hoc’h eus graet abaoe an dervezhioù-mañ ; un dra hepken a vank deoc’h : hini ac’hanoc’h marteze n’en deus soñjet n’hoc’h eus debret tamm abaoe dec’h da noz, ha koulskoude oc’h en em gannet evel gwazed a benn hag a galon.

1878
Référence : EKG.II p.3

E-kichen an Naoned, ur wech all, n’eus ket tri miz abaoe, ur c’hamarad all ha me, divouedet gant an naon, hon deus debret un ebeul bloaz, poazhet ganeomp kroc’hen hag all, evel ejen Roazhon.

1878
Référence : EKG.II p.281-282

Abaoe eus pell ; mat, n’on ket evit miret da gaout nec’hamant, ha da vezañ bec’hiet va c’halon bep tro ma ya va spered da soñjal en traoù trubuilhus a welis en nozvezh-se.

1878
Référence : EKG.II p.53

Setu aze ar pezh a yoa c’hoarvezet gant an Aotrou Krenn hag e Lanzeon abaoe emgann Kergidu.

1878
Référence : EKG.II p.84-85

Abaoe fenoz ‘kav din, [a]otro[u], / A reer kerden gant ma bo[uz]ello[ù] ! / Chetu an holl arc’hant laeret, / Nemet ar pezh am eus evet. /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

abaoe pell zo

1909
Référence : BROU p. 200

ur pennad zo abaoe

1909
Référence : BROU p. 408 (il y à quelques temps depuis)

abaoe keit amzer zo

1909
Référence : BROU p. 200

Abaoe an Dispac'h bras e Bro-C'hall, ez eo gwasaet hon stad.

1911
Référence : PSEP p III

Enez Heligoland (Abalos), kaset bremañ gant ar mor d’un dolzennad vaen-krag nemetken, a oa ouzh hec’h ober, er Grenn-Amzer c’hoazh, gweleadoù tev-meurbet a gleiz a zo bet dismantret abaoe gant an tonnoù, hag a rae dezhi d’ar mare ur gouriz tornaodoù gwenn (Reclus, Géogr., III, pp. 734-7).

1923
Référence : SKET p.130

An darn vuiañ eus ar re end-eeun emaon o paouez envel a vez graet ganto abaoe, e-touez diskennidi Vanos, evit ar gounit-douar, ar mesa-loened, ar brezeliñ, an hemolc’hiñ, al lidañ-azeulerezh, an diouganiñ, an teurel hud.

1923
Référence : SKET p.55

Hogen, abaoe, ez eus bet savet gant rouanez hag uhelidi Keltia annezlec’hioù ec’honoc’h c'hoazh, da skouer ti Kotuatos an Arverniad, ennañ hanter-kant kambr a-zor-da-zor, pe hini Eposterovidos, al Lingon, ennañ pevar-ugent kambr, hep komz eus hirdi ar "biturix" Ambikatus, a-stroll ennañ kant hanter-kant a gambroù.

1923
Référence : SKET p.130-131

Adalek ganedigezh ar bed emañ an doueed e buhez, hag, abaoe, e welont hag e klevont pep tra, ha dalc’het e vez ganto peurzigemm en o c’houn an eñvor eus kement o devez gwelet pe glevet.

1924
Référence : SKET.II p.29

Hag abaoe… abaoe… Displijadur, dienez, enkrez e-barzh an ti…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 37, p.812 (Genver 1924)

Abaoe ma oa intañvez, biskoazh ken pinvidik all ne oa bet.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Eno ho pije klevet ar c'heloùioù, an neventioù : hemañ pe honnezh en devoa graet an dra-mañ-[t]ra, Yannig a rae al lez da Varc’harid, ha Jaketa a oa darempredet gant Pêr ar C’hamm ; bag ar C’habon he devoa pesketaet div dousenn silioù ; ha karabasenn an aotrou person, al Leonardez divalav-se, a oa deut da vezañ lorc’h ral enni, abaoe ur pennadig…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

N’ho peus-hu ket a soñj — pegoulz ? teir pe beder c’hoañvezh a zo abaoe — e vije, bemnoz, dindan sklerijenn al loar, ul liñsel wenn o lammet eus an eil bod lann d’egile.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Hag ar baotred da c’hoarzhin, da c’hoarzhin ken a reudent (abaoe Lellig a zo bet leshanvet « Evel-se bezet graet »).

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

Ma ! abaoe eo bet ar paotr anvet gant an holl Bilzig, e lesanv a deuas da vezañ e anv, ha nebeut a dud ar bourk a vije bet kat da reiñ dezhañ e wir anv : Bilzig a oa, Bilzig a chomo.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 37, p.811 (Genver 1924), "a deuas da vea", reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Abaoe marv e wreg (Doue d’he fardono !) e oa deut da vezañ evel divaoue.

1925
Référence : BILZ2 p.140

— Gwechall, emezañ — pell, pell zo abaoe — Lokiregiz pa ’c’h aent da Lanneur pe da Vontroulez, abred eus ar beure, pa dremenent dindan ar chapel, a [veze] alies spontet o welet prosesionoù kaer-meurbet o pignat gant ar vali, prosesionoù tud varv.

1925
Référence : BILZ2 p.116

Eizh devezh zo em eus lakaet ur vruzunenn eus an traet-se war ar goañvenn a verve war biz bihan va zroad kleiz, abaoe n’on ket evit herzel, n’on ket evit pad ganti : an tan ruz a zo e-barzh.

1925
Référence : BILZ2 p.136

Abaoe an devezhioù-se, pep Sul, keit ha ma voe bet gant ar Gwennili, en d[ez]e plijadur o welet anezhi o tiskenn d’ar bourk evit mont d’an oferenn-bred, evurus p’he d[ez]e taolet ur sell etrezek ennañ, evurusoc’h c’hoazh pa wele anezhi daoulinet war skabell voulouz an aotrou kont Tremedern.

1925
Référence : BILZ2 p.179

Abaoe hon disparti petra a nevez en tiegezh ?

1925
Référence : BILZ2 p.182

Ar merc’hed a damalle Janedig da ober fae war ur paotr yaouank pehini he zaremprede abaoe he yaouankiz.

1925
Référence : BILZ2 p.155

abaoe

1927
Référence : GERI.Ern pg aba (depuis, dès, dès lors)

abaoe

1927
Référence : GERI.Ern pg aba (depuis, dès, dès lors)

abaoe

1927
Référence : GERI.Ern pg aba (depuis, dès, dès lors)

abaoe ma

1927
Référence : GERI.Ern pg aba (depuis que)

abaoe m'eo [sic] deuet skiant dezhañ

1931
Référence : VALL pg age

abaoe m'eo [sic] deuet skiant dezhañ

1931
Référence : VALL pg (depuis qu'il a l')age (de raison)

Er gêr emaint bremañ : padal, er c'hlevet o deus abaoe, paotred ar c'hamionoù o deus kemeret hent an harlu".

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Gwirheñvel eo e rankomp soñjal en ur gouzizadur dre vras [dre-vras] eus Mor an Hanternoz en e bezh abaoe m'eo bet kleuzet an draonienn.

1943
Référence : TNKN p37

E-pad un enklask graet e-touez micherourien o labourat kalet (1942 ha 1943) e lavarjont holl ne oa ket bet bihanaet nerzh o c'horf abaoe ma ne vez ket mui kavet kement a evajoù alkoolek da brenañ.

1943
Référence : TOAA p4

Kevredigezh Vroadel Breizh ha Skol Veur Barzhed Breizh, ganet en hevelep kavell, a gerzhe bremañ dorn ouzh dorn, abaoe ma oa bet an disamm eus ar Barizianed.

1944
Référence : EURW.1 p.205

Ur boblad a dud speredek a zo eus Dinaniz. Klask a reont e pep keñver deskiñ, en em varrekaat, adkavout zoken ar brezhoneg kollet abaoe keit-all gant o c'hendadoù, hag ober anaoudegezh gantañ.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

Dalc'het am eus tost dezhañ abaoe.

1944
Référence : EURW.1 p42

Goulen a ris digant ur wreg kozh a oa en ti, mar n'he doa ket klevet komz eus daou vugel tec'het diouzh ar golaj, hag a oa bet kinniget dezho lojeiz er maner, pell a oa abaoe.

1944
Référence : EURW.1 p37

Daoust da doull an nor bezañ hanterzismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.

1944
Référence : ATST p.44-45

An diaoul kentañ. — « Ur gweled gortozet ganeomp abaoe keid-all ! »

1944
Référence : ATST p.56

An eil diaoul. — « Abaoe pegeit amzer n’hoc’h eus ket lavaret ho pedennoù-noz ? »

1944
Référence : ATST p.57

D’ar [M]eurzh-vintin, — rak n’eus nemet daou zevezh abaoe m’eo komañset an istor-mañ, — Job a savas abred.

1944
Référence : ATST p.67

— « Ar chase a zo digor, Job, abaoe disul ; gouzout a rit ? » Job ha Lom a savas eus o foz dañjerus. En hent, daou chaseour a dremenas.

1944
Référence : ATST p.78

« O ! n’on ket aonik, Job, ha biskoazh ne gemerin spont ouzh ul loen, konikl, louarn pe hoc’h-gouez, zoken. Mes ankeniet on abaoe ar beure-mañ, ha n’ouzon ket perak. An noz, Job, n’eo ket bet evel kustum… »

1944
Référence : ATST p.129

Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.

1944
Référence : EURW.1 p6

An daou estaj a valire an eil a-us d'egile war ar vanell ; ar prenestroù a oa graet gant gwerennoù bihan : doare an ti ne oa ket bet kemmet abaoe pemp-kant vloaz.

1944
Référence : EURW.1 p81

Mouezh ur vaouez, sklintin hag heson, seurt ma ne veze ket klevet mui gant ar paotr, abaoe ma oa aet d'ar gouent, da lavarout eo abaoe e bask kentañ.

1949
Référence : SIZH p. 37

Abaoe nav miz ma oa er gouent, morse n'oa bet savet ar breur Arturo diwar e stal da zont da ziskuilhañ [sic, ziskuliañ ] a-ouez d'an hentez hini pe hini eus e sioùigoù.

1949
Référence : SIZH p.59-60

Abaoe 'n eur ma kredis reiñ / Ma ger da virout urzhiou strizh, / Ur c'hleñv em c'halon 'vez o skeiñ / Taolioù ganas d'he gloazañ kriz.

1960
Référence : PETO p27

Abaoe pell 'zo e kroger gant e zevezh en ur evañ kafe. Hiniennoù a zo koulskoude a gav gwelloc'h an te.

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.41

Abaoe ma eo aet - an dra-se a-bell zo - Pesketourien ar mor da soudarded an traezh.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

An inizi spagnat a zo dizalc'h abaoe 1968, ur rann int eus ar "Guinea Ecuatorial"

1985
Référence : DGBD p22

War greskiñ e oa aet Casablanca abaoe ugent vloaz.

1985
Référence : DGBD p14

Unan anezho a oa ur Breizhad eus Montroulez ; unan all a oa ur Gall, dezhañ un anv anavezet d'ar mare-se, ha gwall ankounac'haet abaoe : un eontr dezhañ a oa unan eus pennoù-bras ar radikaled gounezet d'ar "Front Populaire", ur senedour anezhañ e oa bet e Barcelona oc'h ober gourc'hemennoù re ruz Bro-C'hall da re ruz ar Spagn.

1985
Référence : DGBD p98

Bloaz a oa abaoe ma'm boa kuitaet va mignoned a Vreizh, bloaz a oa e veze dalc'het va freder gant traoù all estreget traoù hor bro, ha klevout a daol trumm e oa tremenet dre eno un den en devoa gouezet lakaat anaout, karout ha doujiñ ano ar Vretoned, kement-se a skuilhas ur bann heol [bann-heol] sklaer em c'halon.

1985
Référence : DGBD p152

Lavaret em eus dit e oan douget-kenañ d'an digenvez. Met n'eo ket gwir, rak a-hed va buhez, abaoe pevar-ugent vloaz emaon atav gant tud. Morse n'on bet digenvez. Marteze eo en abeg da se em boa c'hoant d'an digenvez.

2007
Référence : KASTE p. 151

"Aon 'm eus abaoe ur sizhun", a eilgerias Poole pennek, hep ober van eus ar goulenn.

2012
Référence : DJHMH p.60

N'eo ket disterdra kaout soñj e oa aet Breizh abaoe penn kentañ an XIIIvet kantved dindan levezon Bro-C'hall hag e oa Rainaud ar c'hañseller karget gant Pierre Mauclerc da adaozañ melestradurezh an dugelezh diwar skouer hini ar Gapesianed, na mui na maez.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p10 (YF Dupuy)

abaoe ne oa ket bet kredet ober kemend-all e neblec'h

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 20

Marina he deus un doktorelezh war ar vredoniezh ha me 'm eus graet ur master war an istor. Abaoe pemp bloaz en em zarempredomp.

2015
Référence : EHPEA p182

Abaoe bloavezhioù ez eus lorc'h ennomp-ni, da vamm ha me, gant an testenioù ac'h eus bet an eil war-lerc'h egile.

2015
Référence : EHPEA p65

Marteze on boas da welout korfoù-marv abaoe kement a vloavezhioù, met daou dra disheñvel eo korf-marv unan bennak hag a zo bet drouklazhet, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, peder retredadez etre tri bloaz ha tri-ugent ha dek ha pevar-ugent, hag o deus lakaet termen d'o buhez.

2015
Référence : EHPEA p13

Étymologie

Termen savet diwar an araogenn "a", ar stagell "pa(nd)" hag ar stumm verb "voe" : a pa(nd) voe > a ba voe > aba voe > abaoe.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux