I. Adv.
(e troiennoù)
1. [1931] Chom a-bann : chom a-sav diwar souezh, diwar zudi.
Chom a reas a-bann da selaou ouzh ar vaouez dudius-se. Rivod a chomas a-bann da sellet ouzh gwad e vreur o redek. Ur paotrig deñved a chome a-bann harpet ouzh e vazh da sellet ouzh an neñv.
2. Sellet a-bann ouzh ub. : sellet pizh, gant souezh, ouzh ub., hep fiñval.
O sellet a-bann ouzh an dud. Sellet a-bann e veze ouzh o fiñvoù ken iskis ha ken sebezus.
&
(db. ar chas, ar c'hazheged o chaseal)
[1931] Bezañ, chom a-benn ouzh udb. : obererezh chom a-sav pa c'hweshaer jiboez.
HS. a-draf.
3. En em gavout a-bann dirak ub. : en em gavout dirak ub. a-greiz-holl.
An denjentil en em gavas a-bann dirak e enebourien.
4. ISTOR.
Ar goafata a-bann : c'hoari marc'heien ma fonte tal-ouzh-tal daou zen war varc'h an eil war egile en ur vukañ ur goaf hir war o eneber.
II. Doar./stn.
O sevel er vann.
Barroù glas a-bann ganto en o daouarn. O c'hlezeier dic'houinet hag o goafioù a-bann.