Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. (e troiennoù) 1. [1931] Chom a-bann : chom a-sav diwar souezh, diwar zudi. Chom a reas a-bann da selaou ouzh ar vaouez dudius-se. Rivod a chomas a-bann da sellet ouzh gwad e vreur o redek. Ur paotrig deñved a chome a-bann harpet ouzh e vazh da sellet ouzh an neñv. 2. Sellet a-bann ouzh ub. : sellet pizh, gant souezh, ouzh ub., hep fiñval. O sellet a-bann ouzh an dud. Sellet a-bann e veze ouzh o fiñvoù ken iskis ha ken sebezus. & (db. ar chas, ar c'hazheged o chaseal) [1931] Bezañ, chom a-benn ouzh udb. : obererezh chom a-sav pa c'hweshaer jiboez. HS. a-draf. 3. En em gavout a-bann dirak ub. : en em gavout dirak ub. a-greiz-holl. An denjentil en em gavas a-bann dirak e enebourien. 4. ISTOR. Ar goafata a-bann : c'hoari marc'heien ma fonte tal-ouzh-tal daou zen war varc'h an eil war egile en ur vukañ ur goaf hir war o eneber. II. Doar./stn. O sevel er vann. Barroù glas a-bann ganto en o daouarn. O c'hlezeier dic'houinet hag o goafioù a-bann.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

sellout a-bann

1923
Daveenn : SKET p.153, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "regarder avec étonnement, admiration".

a-bann

1923
Daveenn : SKET p.153, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "en arrêt (chien)".

a-bann

1931
Daveenn : VALL pg (en) arrêt (en parlant d'un chien, chat, etc.)

bezañ a-bann ouzh

1931
Daveenn : VALL pg arrêter (chien, chat en arrêt sur)

chom a-bann ouzh

1931
Daveenn : VALL pg arrêter (chien, chat en arrêt sur)

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial