plad
Kerkent pep hini a ya da ober ar pezh a zo gourc’hemennet dezhañ ; unan a oa o purañ ar podoù, un all o sec’hañ ar pladoù, un all o rinsañ an oaled ; un all a yeas da gerc’hat koad d’ar bern keuneud a oa en tu-all d’ar porzh a-ziadreñv, e kichen ar c’hraou-moc’h ; ar sakrist, skañv e c’har, a yae d’ar c’hav, hag a deue gantañ, [b]ep tro, ur vriad boutailhadoù gwin kozh. Koan ne zaleas ket da vezañ dare.
Laouen-meurbet Janedig : seblantout a rae dezhi penaos e oa bet krouet ha ganet evit bezañ pinvidik, evit azezañ eus [ouzh] taol gant ar markizezed, evit debriñ meuzioù aozet gant ur mestr-keginer, evit bezañ servijet en pladoù arc’hant gant mitizhien aketus, soupl a gorf hag a spered evit ober he holl c’hoantegezhioù.
Mots précédents
Mots suivants
plad