I.
A.
1. Skor plat a dalvez da lakaat pe da dreuzdougen traezoù liesseurt.
Ur bladenn arc'hant, goad.
&
Pladenn ur ventel : doare plad, kelc'hiek alies, a lakaer warnañ ar pouezioù pe ar varc'hadourezh zo da bouezañ.
&
Pladenn ar billig : ar c'horreenn botin a boazher ar c'hrampouezh warni.
2. Ent strizh
Skor plat, skouarnioù outañ alies, a implijer da zougen boued e pretioù zo, pe er gêr.
HS. plad.
B. Dre heveleb.
1. Doare gwastell pe galetezenn stumm ur bladenn dezhi.
2. Maen plat.
C.
1. Takad douar savet ha kompezet, dirak pe a-dreñv un ti, ur savadur.
DHS. leurenn, savenn.
2. Leurenn ur c'harbed.
War bladenn ar c'hamion.
3. Douaron.
Gorreenn zouar ec'hon ha kompez uheloc'h eget an tro-war-droioù.
DHS. uhelgompezenn.
HS. daskompezenn.
&
Dre heveleb.
Gorreenn ec'hon ha kompez er mor, uheloc'h eget ar strad.
Pesketa war ar bladenn.
II.
Nevez
1. Sonerezh
Doare kantenn, e danvez plastik pe gevanaozet prl., zo enrollet sonerezh warni.
Ur gwerzher pladennoù. Lakaat ur bladenn : he lakaat da dreiñ war un troer-pladennoù.
&
Pemdez
Pladenn arc'hant : kantenn vihan ma vez dielfennet ar sonioù enrollet warni war-bouez bannoù gouloù.
2. Stlenn.
Doare pladenn gelc'hiek lem-laka gwarezet gant ur c'holoenn wevn pe galet a dalvez da stokañ stlennoù.
Ur bladennig pemp meutad ha kard (5.25"), tri meutad hanter (3.5").
&
Pladenn galet : doare pladenn gelc'hiek tev ma vez stoket stlennoù, meziantoù e barzh un urzhiataer.
&
Pladenn memor sonn : pladenn zo sonnet ar stlennoù zo enskrivet warni.
War Roc’h Louet hepken ur penn sonn a sav a-us ar bladenn.
War Roc’h Louet hepken eur penn sounn a zav a-us ar bladenn (1).
1925
Référence :
BILZ2
p.143
C'hoari galoch, pe c'hoari pezhioù. Ar galoch a oa un tamm koad en e sav ; ar pezhioù a oa pladennoù houarn graet gant ar marichal, pe aliesoc'h, d'ar vugale, mein-to benet ront.
C'hoari galoch, pe c'hoari peziou. Ar galoch a oa un tamm koad en e sav ; ar peziou a oa pladennou houarn graet gant ar marichal, pe aliesoc'h, d'ar vugale, mein-to benet rond.
1944
Référence :
EURW.1
p22
N'emañ ket tre e-harz ar maen-sonn met un tammig a-gleiz dezhañ, war ur bladenn vihan.