Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.
N'eo ket, a dra sur, peurzifraost ar park : ul labour evel Ar Grilheta e Breizh savet gant Farnachavan a zo e blas e-touez ar studiadennoù gwellañ o plediñ gant douaroniezh arboellerezh Breizh, ha dellezout a ra bezañ lakaet keñver-ha-keñver gant levrioù Robert-Muller, Chaumeil, Krebs, Mazéas, skrivet e galleg war zanvezioù heñvel e-pad ar bloavezhioù diwezhañ.
Evit tec'hout diouzh an Digenvez, e klasken diduamant, nann hepken gant plediñ ouzh ar gazetenn, ouzh ar studi, met ivez gant hentiñ un nebeut kenseurted laouen, evel an daou vreur Ernest ha Francis Mège, o chom e maner Kerserc’ho, ha Francis Silber, mab d’ur c’habiten a vor, a oa bet o zri ma c’hendiskibien e Sant-Charlez.
Kaset e voemp bet damdost d’an tour-tan, ha seniñ a rejomp dibaouez endra m’edo an Impalaer hag ur bern uhelidi o plediñ gant te, gwin ha likur da gas d’an traoñ ar gwestell hag an traoù mat all, met an dro-mañ ’vat ne ziskouezas ket Tad Kozh Fallières bezañ ken brokus hag ar Sultan Abd-el-Aziz, rak netra ne voe kinniget dimp, na zoken ur segalenn, ha koulskoude un naon ki am boa an deiz-se.
Hogen hervez ar mezeg pevar galoñs, ret e oa plediñ hep an disterañ dale gant ar c’hlañvour, anez-se e vije fin dezhañ.
N’eo ket sammet va spered gant ar seurt traoù ken kasaus, met adal ma vez ret plediñ gant o oberennoù, ha pa vefes feuket ouzh va c’hlevout, n’out ket par din, na tost, evidon da vezañ hervezout un azen ».
Abaoe ma'z eas va zad da anaon, netra nemet drez, spern ha linad ne ziwane el liorzh venniget-se ; n'ouzon ket an tu da labourat douar, ne blij ket din ar vicher ha gant va gwreg ken pell 'zo klañv war he gwele, n'am beze ket amzer da blediñ gant ar seurt traoù.
Da gentañ, den nemetañ ne blede na gant e varv na gant e vlev a dape dezhañ betek e zivskoaz ; ober a rae dezho un tammig divegañ ur wech ar bloaz war-dro Nedeleg.
Ret e oa din ’ta chom war evezh hag un deiz bennak beure-mat, e dibenn miz Du, mont a ris da Vrest gant ur c’henvroad eus Priel, e-sell hon-daou da dremen arnodenn ar fourerien diwar ali un tonton segond-mestr : « Netra aesoc’h, emezañ, evit ur paotr ken desket ha te ! » [...] (1) Ar vartoloded hag a bled gant an holl gontoù a bep seurt.
Damantiñ a ran kalz, evit gwir, d'ar paourkaezh Hyde. Me 'oar hoc'h eus e welet ; lavaret en deus din, ha dichek eo bet, 'm eus aon. Met damantiñ a ran kalz, e gwirionez kalz, d'an den yaouank-se ; ha mard an kuit, Utterson, me fell din e vefec'h madelezhus en e geñver, hag e pledfec'h gant e wirioù
Katerina he deus echuet he frantad stummañ ha plediñ a ra gant un nebeud aferioù hag a sell ouzh kantreolaat saviad an enbroidi.
Mots précédents
Mots suivants
pleg