Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Lodenn eus ur c'horreenn wevn zo bet pleget warni he-unan ; gourem. Ober ur pleg e traoñ ur sae. Kalz a blegoù zo en ho koef. 2. Dre ast. Merk a chom war ur c'horreenn bet pleget. Troc'hit ar baperenn hervez ar pleg. 3. (db. izili ar c'horf) Lec'h ma pleg ar vrec'h pe ar c'har. E pleg e vrec'h eo bet gwadet. Plegoù an divhar. 4. Stouadenn. An dimezell a reas ur pleg d'he fenn, da asantiñ gant he zad. II. Dre skeud. A. 1. Boaz, fall prl. Gouren ouzh an techoù hag ar plegoù fall. Tapet en doa ar pleg da glemmichal. & Trl. Distreiñ d'e bleg : distreiñ d'e voaz. & Terriñ e bleg : koll e voaz. Ur mezvier touet ne dorro ket e bleg. 2. Anien. An dra-se zo enep pleg an den. 3. Doug. Ur pleg bras en deus evit ar gwin. Mestr e oa war e blegoù. 4. An dud-se n'eus pleg ebet enno : ne blegont morse da zen ebet. 5. Korn-tro. Pelloc'h ez eus ur pleg berr. [1924] En ur pleg berr war an hent, dirak poull hañvouez ti ar Faven, hep doujañs evit he mestr, Bidoullig hen divarc’has. & Trl. Tro-bleg*. 6. Pleg(où) ar galon, ar goustiañs : al lec'h kuzh ma virer e soñjoù ennañ e-unan. Ober da ub. disac'hañ an traoù ar c'huzhetañ e pleg ar galon. Plegoù ha displegoù ar goustiañs. 7. Trl. Bezañ etre daou bleg : hep gouzout re vat petra ober. HS. soñj. B. 1. Tu. & Trl. Kavout pleg, kavout ar pleg : kavout an tu. Dont a rin kerkent ha ma kavin ma fleg. & Kavout, tapout ar pleg war-c'horre : kavout an tu gounit. N'o deus ket gallet kaout ar pleg war-c'horre e neblec'h. Ar re all a dapas buan ar pleg war-c'horre. & Klask e bleg : klask an tu. Klask a rae atav he fleg d'en em dennañ a-douez an dud. & Kavout pleg war ub. : dont a-benn da vezañ trec'h warnañ. Ret e voe dezhi ijinañ un dra bennak evit gallout dont a-benn da gavout pleg warnañ. & Gouzout ar pleg war ub. : gouzout penaos ober evit dont a-benn anezhañ. Me a oar ar pleg warno. 2. Trl. Tennañ e bleg(où) : dont a-benn d'en em dennañ. Hennezh a ouie brav tennañ e blegoù. [1878] Chom a ris ur pennad er c’hiz-se da c’houzout penaos tennañ ar bravañ va fleg evit mont betek an iliz. 3. Trl. Kemer pleg diwar ub. : ober diouzh e skouer. Nebeut-ha-nebeut, dre forzh e zaremprediñ, e kemeras pleg diwarnañ. III. Tr. adv. E PLEG. 1. [1909] Etre. [1909] E pleg ar predoù : etre daou pred. 2. E korn. Emañ o chom e pleg ar straed. E pleg an hent. 3. E gwask. [1909] E pleg an daol : etre an daol hag ar bank. 4. E gwasked, a-dreñv. Skoachet e oa e pleg ur roc'h. E pleg ur c'hleuz. 5. E-pad. E pleg an dra-se e rankemp kempenn an ti. 6. Tost da. Lavaret udb. da ub. e pleg e skouarn : tost-tre d'e skouarn, en doare ma ne vo nemetañ o klevet. IV. Korf Plegoù ar vouezh*.

Exemples historiques : 
54
Masquer la liste des exemples

goar + pleg

1200
Référence : BRPC p323

pleg

1499
Référence : LVBCA p165 (ploy)

pleg ar c'hein

1499
Référence : LVBCA p22, 111, 165 ('pli du dos -échine ?-')

pleg an gazal

1499
Référence : LVBCA p22, 110, 165 (le lieu dessoubz l-esselle)

pleg an c'har

1499
Référence : LVBCA p21, 82, 165 (la ploy de la iambe)

pleg

1659
Référence : LDJM.1 pg pli, repli

komz e pleg an divskouarn

1659
Référence : LDJM.1 pg chucheter aux oreilles

pleg ar mor e Plozeved

1732
Référence : GReg pg anse

emañ ar bos gantañ, gwelet a reer ar vurbuenn e pleg e vorzhed

1732
Référence : GReg pg (il a la peste, le) charbon (paroît en l'aine)

pleg ar vorzhed

1732
Référence : GReg pg aine

pleg an nivorzhed

1732
Référence : GReg pg aine

komzañ e pleg ar skouarn

1850
Référence : GON.II pg plék, plég

pleg

1850
Référence : GON.II pg plék, plég, pléga, skoazel (-blék)

plegoù

1850
Référence : GON.II pg plék, plég

e pleg e vrec'h eo bet gwadet

1850
Référence : GON.II pg plék, plég

kalz a blegoù a zo en ho koef

1850
Référence : GON.II pg plék, plég

plegoù hag eil blegoù ar galon

1850
Référence : GON.II pg plék, plég

ur pleg bras en deus evit ar gwin

1850
Référence : GON.II pg plék, plég

ur gwall bleg a gemero

1850
Référence : GON.II pg plék, plég

pleg

1850
Référence : GON.II.HV pg plék, plég

pleg

1850
Référence : GON.II p.16, livre premier, "pli".

plegoù

1850
Référence : GON.II p.16, livre premier, "des plis".

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignoned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed. N'en em veulomp eta, hep damant diskouezomp Plegoù kuzh hor c'halon hag e pe stad emaomp. Evidon-me lontrek, me am eus dispennet, hep n'o doa graet droug din, un taol bras a zeñved, Hag a-wechoù, zoken em eus ivez debret Ar pastor deñved."

1867
Référence : MGK p24

Chom a ris ur pennad er c’hiz-se da c’houzout penaos tennañ ar bravañ va fleg evit mont betek an iliz.

1878
Référence : EKG.II p.116

e pleg an daol

1909
Référence : BROU p. 410 (entre la table et le banc)

pleg

1909
Référence : BROU p. 410 (pli)

e pleg

1909
Référence : BROU p. 410 (entre)

e pleg ar prejoù

1909
Référence : BROU p. 410 (entre les repas)

«[...]— Adaqi a lakeas he zreid war gein kromm ar vaot ; — Hag e teuas ar vran da gludañ war he skoaz ha da gomz dezhi e pleg he skouarn [12]. »

1923
Référence : SKET p.34

En ur pleg berr war an hent, dirak poull-hañvouez ti ar Faven, hep doujañs evit he mestr, Bidoullig hen divarc’has.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1033 (Gouere-Eost 1924)

Dre-se e tenn da astenn ha da greñvaat an daou bleg fallañ eus kalon mab-den : ar pleg da ereziñ ha da gevezañ ar re-all.

1924
Référence : SKET.II p.20, notenn (1)

pleg (kemerout ar) da

1924
Référence : SKET.II p.138 « Geriadurig », "Prendre l’habitude de".

Mar en em santez douget d’ar merc’hed mui eget na zere, kemer ar pleg, er bodadegoù, da sellout ez yen ha digaz ouzh kened ar plac’hed yaouank (5).

1924
Référence : SKET.II p.32

Ar seiz ivez hag ar voulouz a sklaerijennfe he liv a c’hlazardenn, ha plegioù hir ha pounner ar mezher arc’hantet a voulfe, dindan he c’horfenn, he ment moan ha mibin.

1925
Référence : BILZ2 p.152

Kreñv a gorf hag a spered, hep pleg na displeg, ha, pa zigore warnoc’h e zaoulagad gwer-c’hlas [sic], eeun ha sklaer, ar skiant-vat enne a bare.

1925
Référence : BILZ2 p.178

Hag en noz teñval ar Gwennili ac’h a, ac’h a, pounner : kouezhañ a ra en plegioù ar gwagennoù, sevel a ra war o c’hein, pleget dindan an avel, glebiet gant an strinkadennoù.

1925
Référence : BILZ2 p.109

An hent a heulie ar gourlen ; en em grommañ a rae en-dro dezhañ : pleg bev war behini ar speredoù dianket o devoa diazezet danevelloù euzhus-meurbet.

1925
Référence : BILZ2 p.124

Ur vouezh skiltr evel stok daou houarn A c'harmas din e pleg va skouarn : - "Ez kavell em eus da gavet ; An tres ouzhit din zo plijet Ha dit raktal on dimezet. Ar baourentez eo va anv. War da seuliou me a gerzho, E pep lec'h betek ar marv ! -Mouezh an tonkadur-

1929
Référence : SVBV p5

pleg ar vorzhed

1931
Référence : VALL pg aine

war bleg e vrec'h

1931
Référence : VALL pg (porter un enfant sur le) bras

e pleg

1931
Référence : VALL pg (à l')angle (de)

pleg a zo ennañ

1931
Référence : VALL pg (il a des) aptitude(s pour)

pleg ar c'harbedenn

1931
Référence : VALL pg aine

pleg

1931
Référence : VALL pg aptitude, biais (moyen détourné)

E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.

1944
Référence : EURW.1 p52-53

— « Kenkoulz eo deomp mont ac’han[n], » a silas Job e pleg skouarn Lom.

1944
Référence : ATST p.36

Plegioù ‘dreñv ar gapotenn a ranke bezañ par ; unan a sache warno keit ha ma skoulmec’h ho kouriz.

1944
Référence : EURW.1 p.195

Mont da Roazhon pe da Bariz a vije bet ar pleg berrañ ; mes an traoù a zigouezhas a-hend-all, hag an dra-mañ a oa ivez ur burzhud en un doare bennak.

1944
Référence : EURW.1 p77

Neuze e tennas diouzh pleg don e vilgin wenn ur baperennig pleget gant evezh.

1949
Référence : SIZH p.55

Ar vaouez a oa en-dro dezhi c'hwez-tan ar bleunioù-noz, hag he mouezh a oa re bar, gant he flegoù-displegoù da delennadeg an eostig, tomm hag heson.

1949
Référence : SIZH p.42

Aotrou person, 'maon o paouez / Klevout kuzul 'tre div vaouez, / Ganto kaoz e pleg o skouarn / Eus gwidreoù kamm al louarn.

1960
Référence : PETO p29

Ken divent eo ar bae koulskoude, kement a blegoù, a aberioù hag a gorvigelloù a zo ennañ da gargañ, ma vez gant ar mor, d'al lanv ha d'an tre, kas ur stêr veur.

1985
Référence : DGBD p48

En abeg d'ar pleg-se e c'hoarveze gantañ alies bezañ an den dereat diwezhañ o taremprediñ ar re a yae d'an emgoll, hag o kaout levezon war o buhez.

2012
Référence : DJHMH p9

Souriñ a ra an enkrez warnon pa soñjan ez eus c'hoarvezet un dra bennak gant Adriani rak ar pleg he deus da dreiñ ar c'heleier fall e sorc'henn, ken e ya betek penn he nerzh ha ma chom klañv.

2015
Référence : EHPEA p101

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux