pleg
Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignoned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed. N'en em veulomp eta, hep damant diskouezomp Plegoù kuzh hor c'halon hag e pe stad emaomp. Evidon-me lontrek, me am eus dispennet, hep n'o doa graet droug din, un taol bras a zeñved, Hag a-wechoù, zoken em eus ivez debret Ar pastor deñved."
pleg
e pleg
e pleg an daol
pleg (kemerout ar) da
pleg a zo ennañ
war bleg e vrec'h
e pleg
pleg ar c'harbedenn
pleg
E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.
— « Kenkoulz eo deomp mont ac’han[n], » a silas Job e pleg skouarn Lom.
Neuze e tennas diouzh pleg don e vilgin wenn ur baperennig pleget gant evezh.
Ar vaouez a oa en-dro dezhi c'hwez-tan ar bleunioù-noz, hag he mouezh a oa re bar, gant he flegoù-displegoù da delennadeg an eostig, tomm hag heson.
Ken divent eo ar bae koulskoude, kement a blegoù, a aberioù hag a gorvigelloù a zo ennañ da gargañ, ma vez gant ar mor, d'al lanv ha d'an tre, kas ur stêr veur.
En abeg d'ar pleg-se e c'hoarveze gantañ alies bezañ an den dereat diwezhañ o taremprediñ ar re a yae d'an emgoll, hag o kaout levezon war o buhez.
Souriñ a ra an enkrez warnon pa soñjan ez eus c'hoarvezet un dra bennak gant Adriani rak ar pleg he deus da dreiñ ar c'heleier fall e sorc'henn, ken e ya betek penn he nerzh ha ma chom klañv.