Ha kousket eo en-dro ? Pe en anhun, ha sorc'hennet ?... Emañ erru adarre, avat, ar wregig he digroazell hebleg ha kigek.
Ha dont a rae d'hec'h arroud, soublet hebleg he fenn hag he divskoaz war-raok, he sell paret war vein an hent, ouzh piltrot he botoùigoù gwenn uhel-seuliet, gant ar c'hammedoù-se, mibin ha munut, a verc'hed kêr, a vez souezhet ganto, evit ar wech, ar wazed yaouank, betek krediñ en o ardoù blizik.