Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. (db. an traoù) 1. Serriñ ur c'horreenn wevn warni he-unan pe ul lodenn anezhi hepken. Plegañ ur follenn baper. Plegañ al liñselioù. & Ent strizh Dizober ha dastum udb. D'an deiz ma lavaro e ofiser, e plego e deltenn hag ez ay d'he heul. & Trl. Plegañ (udb.) e pevar : plegañ div wech. Lakaat un tamm amanenn war ar grampouezhenn hag he flegañ e pevar. 2. Trl. (db. izili pe rannoù zo eus ar c'horf) Plegañ e benn, e zaoulagad : diskouez ez asanter, anzav ez eur trec'het. N'hoc'h eus nemet plegañ ho penn. Arabat plegañ ho penn nag ho taoulagad. & Trl. skeud., pemdez Plegañ e vrec'h : evañ diedoù alkoolek. Yann a gare plegañ e vrec'h. B. (db. an dud) 1. Lakaat da sentiñ. Dre gaer ha dre heg e klaskas plegañ ar baotrez. Mennout a ra plegañ an holl dindan an hevelep yev. [1877] Hag ar soudarded a rankas plegañ. 2. Trec'hiñ. Klask a reas mab ar roue plegañ ar roñfl. Plegañ un dispac'h. 3. Dre skeud., difetis Trec'hiñ. Plegañ c'hoantegezhioù hor c'halon. E welet o plegañ e imor. Ober a rin gwellañ ma c'hallin da blegañ ma ourgouilh. II. V.k.d. Plegañ da ub., ouzh ub., da youl ub. : ober diouzh e youl. Dalc'hmat e ranke-hi plegañ d'he c'hoar. Ret eo dimp plegañ d'e volontez. Ar marv ne bleg ouzh den. & Ent krenn Ret e oa d'ar soudarded plegañ ha sentiñ. Plegañ a reas evelato, gant an amzer, pa voe graet a-walc'h warnañ. HS. pladañ. III. V.g. 1. Kosteziañ. Gant an avel e plege ar vag war an tu dehoù. 2. Dont da vezañ kromm. Plegañ a ray da c'houzoug dindan ar pouez. Plegañ a ra ar barroù edan o bec'h pounner a frouezh. 3. Trl. pemdez Mont da blegañ : mont da gac'hat. IV. (dirak un av. degaset gant an ar. "da") 1. Stouiñ. Plegañ a reas da sellet diabarzh ar bez. 2. Dre skeud. PLEGAÑ DA OBER UDB. : asantiñ e ober. An tad ne blege ket da lezel e verc'h da zimeziñ. Ne blegin ket da gomz outi. Plegañ a reas da vezañ e wreg. DHS. teurvezout.

Skouerioù istorel : 
81
Kuzhat roll ar skouerioù

plegañ

1499
Daveenn : LVBCA p165 (ployer)

plegañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg accourber, (s)affaisser, courber, flechir, pancher

plegañ e gorf

1659
Daveenn : LDJM.1 pg plier (le corps comme vn arc)

Kontragn 'vezo da blegañ.

1732
Daveenn : GReg pg fléchir (Il sera contraint de fléchir.)

plegañ gant ar bec'h

1732
Daveenn : GReg pg s'affaisser

pleget

1732
Daveenn : GReg pg s'affaisser, assujettir, captiver (assujettir), courber, (qui n'est pas) étendu, fléchir (plier, dompter, soumettre, pp.)

plegañ

1732
Daveenn : GReg pg assujettir (vaincre, soûmettre)

plegañ

1732
Daveenn : GReg pg captiver (assujettir), courber, fausser (une clef, une épée), fléchir (plier, dompter, soumettre)

lakaat da blegañ

1732
Daveenn : GReg pg captiver (assujettir)

lakaet da blegañ

1732
Daveenn : GReg pg captiver (assujettir)

plegiñ

1732
Daveenn : GReg pg courber, fléchir (plier, dompter, soumettre, Van.)

em blegañ

1732
Daveenn : GReg pg (se) courber (se baisser)

em bleget

1732
Daveenn : GReg pg (se) courber (se baisser)

em blegiñ

1732
Daveenn : GReg pg (se) courber (se baisser)

en em blegañ

1732
Daveenn : GReg pg (se) courber (se baisser)

en em blego

1732
Daveenn : GReg pg (se) courber (se baisser)

pleget an naoulin

1732
Daveenn : GReg pg genuflexion (Faire des genuflexions, pp.)

plegañ an naoulin

1732
Daveenn : GReg pg genuflexion (Faire des genuflexions.)

plegañ ur c'hlin [sic]

1732
Daveenn : GReg pg genuflexion (Faire une genuflexion.)

gober plegiñ tud reut, diskombert

1732
Daveenn : GReg pg dompter (des personnes difficiles à gouverner)

marc'h diaes da zoñvañ, da blegañ, da zresañ

1732
Daveenn : GReg pg (cheval) farouche (difficile à dompter)

plac'h a zo pleget he skoaz

1732
Daveenn : GReg pg fille (Fille deshonnorée.)

plegañ

1850
Daveenn : GON.II pg daou-bléga, eil, pléga

ret eo plegañ dindan ar galloud

1850
Daveenn : GON.II.HV pg galloud

ne c'hallan ket plegañ ma daouarzell

1850
Daveenn : GON.II pg arzel

plegañ a ra dindan e vec'h

1850
Daveenn : GON.II pg pléga

n'hellot ket plegañ ar vazh-se

1850
Daveenn : GON.II pg pléga

pleget

1850
Daveenn : GON.II pg pléga

Ret eo plegañ ar wezenn e-pad ma eo yaouank.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, « Il faut plier l’arbre pendant qu’il est jeune ».

Ne c'hellan ket plegañ va daouarzell.

1850
Daveenn : GON.II pg arzel (Je ne puis pas plier les jarrets).

Ar bav a vir na bleg e viziad.

1850
Daveenn : GON.II pg baô (L'engourdissement l'empêche de plier les doigts).

eil blegañ

1850
Daveenn : GON.II p.7, introduction ; "replier"

ho lakaat a rin da blegañ

1850
Daveenn : GON.II pg pléga

« Daou vloaz en deus kollet, seizh vloaz all a gollo, / Ha kement liard en deus[,] eus e yalc'h a yelo ; / Evit reiñ skiant dezhañ[,] er c'hrazañ, pa vez ret, / M'er c'hraz… An Aotrou Doue n'en doa peurlavaret, » / M'en em gavas eno e dieg pleget e benn, / e zaoulagad bremañ digor d'ar sklêrijenn.

1867
Daveenn : MGK p93

Eno, en-dro d'ar marc'h, setu c'hoari ha freuz o tigeriñ 'vit an arc'hant. Hor gwazed vat ha dizamant, evit sachañ moneiz d'o beg, a grog e moue al loen lorc'hek, a bleg dezhañ e benn hag en dalc'h krenn a-sav

1867
Daveenn : MGK p6

Ul lezenn eo d'an holl, ret eo plegañ dezhi.

1867
Daveenn : MGK p100

Ma pec'has ar c'hrweg da gentañ, / D'he fried ma rankas plegañ, / Abaoe, dre he c'harantez, / Ne sell oc'h poan nag oc'h enkrez / Abaoe, gant nerzh he c'halon, / Evel ar mor ledan ha don, / Ar bed a zo ganti loc'het / Hag he fec'hed kant gwech gwalc'het.

1867
Daveenn : MGK p132-133

Gwellañ spered a zo eo kaout skiant ha gouzout / Ne deu peuriñ d'al loen, ma na bleg e c'houzoug.

1867
Daveenn : MGK p82

Hag an Aotrou kozh a blegas ouc’h an daol, e benn etre e zaou zorn, en ur dennañ un huanadenn hir.

1877
Daveenn : EKG.I. p.19

D’ar gorreoù, pa sav ar beleg en aer, evit o reiñ da adoriñ d’ar bobl, korf ha gwad hor Salver Jezuz-Krist, an holl a stou hag a bleg o fenn, daoulinet, strinket d’an douar war blankenn o bag, doujañs ha karantez Doue en o c’halon...

1877
Daveenn : EKG.I. p.100

Dre-se, pa dostaas ar soudarded evit kregiñ ennañ, ar "C’hard nasional" a Lesneven, a yoa ivez o armoù hag o fuzulioù ganto, a lavaras groñs ha dichek e tennjent didruez war ar soudarded, mac’h esajent ober an disterañ droug d’an Aotrou Feburier. Hag ar soudarded a rankas plegañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.188

Filip a valeas a-hed ar skourr, a blege gantañ ken na edo e-unan en dour betek e hanter ; astenn a reas e zorn evit distagañ ar soudard dioc’h ar skourr m’oa speget outañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.305

N’em boa ket gellet terriñ dor an iliz, kaer am boa bet en em [h]ortañ outi ; diaesoc’h e oa din c’hoazh terriñ dor an tour, rak houmañ a zo un nor vihan, derv tev oc’h ober anezhi, ha ne blege ket ar pleñch enni.

1878
Daveenn : EKG.II p.119

Gwellaat a rae din, plegañ hag astenn va gar a c’hellen bremañ hep poan ebet : edon e doare da vont da Lanzeon hep aon da chom en hent.

1878
Daveenn : EKG.II p.24

Un tamm aon a grogas ennon ; plegañ a ris va fenn, soublañ a ris ken izel, mac’h en em gavis, hep gouzout penaos, azezet er ganol e-lec’h bezañ war he ribl.

1878
Daveenn : EKG.II p.25

En un taol edon em sav ; hag evel ne ehane ket ar vouezh, ez aen goustadik war-zu enni, en ur selaou, ouc’h he heuliañ, ouc’h he c’hlask en ur blegañ va skouarn a-rez an douar, rak kaout a rae din e teue ar vouezh eus a-izel.

1878
Daveenn : EKG.II p.45-46

Gwelet a rae ivez ’ta e oa graet gantañ, hag e kave gwelloc’h plegañ e benn didrouz pa n’oa ket evit herzel.

1878
Daveenn : EKG.II p.68

Strollad Broadel Breizh, savet n'eus ket pell gant un nebeud tud yaouank dizaon, en deus graet e vennozh da vodañ kement youl na-fell-plegañ a zo en hon Bro evit enebiñ, bepred ha daoust da bep tra, ouzh ar gwaskerezh gall a bouez warnomp pevar-c'hant vloaz zo.

1911
Daveenn : PSEP p I

Hag ec’h eilgerias ar gov : « N’hellan nac’h netra ouzh an den-meur brudet ma pleg pep tra dirazañ, ar c’hadour doujet ma sav ha ma tav outañ an doueed zoken.

1923
Daveenn : SKET p.36

Ar re anezho, avat, a blegas da druachiñ o bugale d’an Estren a anver ar re zilignezet, ha milliget eo an anv anezho.

1923
Daveenn : SKET p.91

An itron yaouank, an aelig Doue, he deus doñveet anezhañ, pleget un tammig e imor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.978 (Even 1924)

Pleg, va bugelig, pe d[o]rri !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Mar n’hellez ket stummañ an dud diouzh da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da vezañ stummet gant an dud hag an darvoudoù, nemet a-youl e plegfes da se e sell eus ar Vad, rak n’eo ket un dervenn start ez eo, ne vo biken ur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traoù a-ziavaez.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

Netra ne voe espernet gant ar merc’hed d’ober dezhañ plegañ, aner e voe dezho !

1924
Daveenn : SKET.II p.35

Ar mor, e-barzh ar porzh, a sav, a c’hwezh ; en em astenn, en em ledañ a ra war an traezh, en-dro dezhi ur c’houriz wenn dantelezet, dantelezet gant ar wagennoù pere en em blege, en em zisplege, a frege, a zifarlee, en ur diruilhañ o [g]arlantezennoù eonennus.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

Ma na zimez ket d’he Erwanig… ac’hanta ! en feiz… Met marteze e roio he zad e aotre !… Ya, met n’hen roio ket, hen goût a ra, he zad ne blego ket e imor…

1925
Daveenn : BILZ2 p.151

mont da blegañ

1931
Daveenn : VALL pg (sortir pour un) besoin (naturel)

plegañ gant ar bec'h

1931
Daveenn : VALL pg (être) affaissé (au fig.)

plegañ e douchenn

1931
Daveenn : VALL pg baisser

plegañ da

1931
Daveenn : VALL pg astreindre

plegañ

1931
Daveenn : VALL pg asservir, (s')astreindre, bande

E-keit-se ez eo pep hini eus ar skourradoù meur, dre ma tiforc'h a-douez ar re all, dre e benn, da lavarout eo diouzh tu ar Meurvor, douget da blegañ etrezek an Hanternoz, hag evel-se eo ez eo bet stummet garlanteziadoù inizi Azia ar Reter.

1943
Daveenn : TNKN p87

Ne oa ket farsal ; eno 'oa un disiplin dir : plegiñ pe terriñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p32

E oa eno an holl o plegañ dirak ar walenn, pa savas mouezh Fransez Vallée, ur vouezhig nemetken.

1944
Daveenn : EURW.1 p.106

Eñ am c’hare, a lavaras d’in, abalamour m’en doa plijadur o plegañ dindan ma domani, oc’h ober diouzh ma youl, o senti ouzhin hag o heuliañ ac’hanon ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gambrad da ober goap eus e vin gwregel…

1944
Daveenn : EURW.1 p.193-194

C'hwezek vloaz e oan, achu ganin ma zeirvet, gant notennoù mat e pep brank ; ne oa da rebech din nemet chom hep plegañ d'ar Reolenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p43

War-lerc'h an taol-mañ e teuis d'en em gompren ha da blegañ d'ar Red.

1944
Daveenn : EURW.1 p39

Ar pezh a zisplije ar muiañ d’an daou zen e oa plegañ o c’hein.

1944
Daveenn : ATST p.26

Nann ! ne blego ket d'ar c'hoant an hudurañ, a c'hell bezañ maget gant ur bugel bet dibabet gant Doue d'E servijout.

1949
Daveenn : SIZH p.59

E-ser d'al lezenn ober van da blegañ, / Feal dre guzh d'ar Pab, piv 'zeuy d'hon hegañ ?

1960
Daveenn : PETO p17

Ma dorn zo ruz gant gwad un den / Na eure morse droug na gwall, / Ha din da c'hoût ' roas ' oa fall / Asantiñ plegañ d'an urzh lous / Am c'hasas trumm da berson plouz.

1960
Daveenn : PETO p62

Ne oa ket bet diazezet ur c'heñver-nerzh bras a-walc'h nag ur stourm padus evit lakaat ar galloud da blegañ.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.4

Ar gouennoù a zo a-bell 'zo eno, ne fell ket dezho plegañ o c'horf d'al labour, ha, goude ma rafent, n'eus ket a-walc'h diouto.

1985
Daveenn : DGBD p185

Va faotred, ha ne oant ket c'hoazh boas moarvat da glevout ur seurt c'hwil o voudal en-dro d'o divskouarn, a blegas o fenn, kement hini a oa anezho, o krediñ emichañs edo o vont da stekiñ outo.

1985
Daveenn : DGBD p56

Ret e voe sentiñ raktal ha neuze, diouzh tro, e plegjont o c'hein da dapout pep hini ugent taol gwilastrenn war o... fenn-a-dreñv, resped deoc'h.

1999
Daveenn : KOKE.II p94

Furchal a ra en e sac'h, kemer ur werenn-greskiñ hag he reiñ din. Plegañ a ran da sellout.

2015
Daveenn : EHPEA p38

Kompren an enebourien ha en em lakaat en o flas a dalv ivez doujañ oute e-giz tud. Aesoc'h a-se e vo lakaat anezhe da blegañ ha da zont ouzh taol ganimp evit marc'hata. Re wir eo: ne c'haller dibab ha marc'hata an arsav-brezel nemet gant an enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p50

Gant ar gwallreuz-se, a-fet tud hag a-fet skeudenn, e voe ret d'ar patron plegañ hag asantiñ da c'houlennoù an harzdebrerien...

2015
Daveenn : DISENT p83

Evel-se e c'hallit diskouez n'oc'h ket tud fanatik a fell dezhe lakaat ar re all da blegañ kousto pe gousto dirak ho toare da welet an traoù.

2015
Daveenn : DISENT p105

Gwelloc'h eo plegañ ha mont kuit dibistig, ha dont war e giz ur wech all evit adober ar memes taol...

2015
Daveenn : DISENT p93

Plegañ o fenn o deus graet an dud ha deuet int da vezañ tonkelour, Aotrou komiser.

2015
Daveenn : EHPEA p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial