Dezverkoù all

Stankter implij : 

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

pleget an naoulin

1732
Daveenn : GReg pg genuflexion (Faire des genuflexions, pp.)

« Daou vloaz en deus kollet, seizh vloaz all a gollo, / Ha kement liard en deus[,] eus e yalc'h a yelo ; / Evit reiñ skiant dezhañ[,] er c'hrazañ, pa vez ret, / M'er c'hraz… An Aotrou Doue n'en doa peurlavaret, » / M'en em gavas eno e dieg pleget e benn, / e zaoulagad bremañ digor d'ar sklêrijenn.

1867
Daveenn : MGK p93

Gant ur chaseer[,] skoet marv, / Ur c'harv / Hag ur garvez en e gichen, / Pilet o-daou en ur dremen, / A oa eno war al leton / Pleget o fenn, mik o c'halon.

1867
Daveenn : MGK p96-97

Pleget e benn, [e] oa evel ar bleiz : ne selle nag uhel nag izel, nag a-gleiz nag a-zehou, mes treiñ ha distreiñ a rae a bep tu, e zaoulagad a yoa deuet da vezañ ruz evel daou gef-tan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.57

Pleget o divhar a-raok e taoulinent el letonenn hag, o c’houzougañ, e sellent ouzh an neñv e stumm azeulerien.

1923
Daveenn : SKET p.60

Ar paourkaezh Marc’harid, pleget dindan ar glac’har, a zistroas war he c’hiz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

Hag en noz teñval ar Gwennili ac’h a, ac’h a, pounner : kouezhañ a ra en plegioù ar gwagennoù, sevel a ra war o c’hein, pleget dindan an avel, glebiet gant an strinkadennoù.

1925
Daveenn : BILZ2 p.109

Em burev bihan, pleget war ar merkoù, war ar c’hontoù, ma spered a nij da lec’h all.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

— « War ar stal-greiz, Job, » a lavaras ar voereb. « War-c’horre al liñserioù pleget. Erru oc’h ? »

1944
Daveenn : ATST p.34

Al liver kozh a zigoras dor e sal-labour hag e welis eno war chafodoù, pe stag ouzh ar murioù, [a] bep seurt taolennoù bras ha bihan, unan dreist ar re all a skoas don war ma spered, unan hag a oa ledan evel div liñsel-wele, ha ma weled warni ur beajour o tistreiñ d’ar gêr da noz, e vlev pufet, e dog en e zorn gantañ, hag a bep tu d’an hent, e oa pleget ar gwez gant ar gorvetenn a c’hwezhe start.

1944
Daveenn : EURW.1 p.92-93

Neuze e tennas diouzh pleg don e vilgin wenn ur baperennig pleget gant evezh.

1949
Daveenn : SIZH p.55

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial