« Daou vloaz en deus kollet, seizh vloaz all a gollo, / Ha kement liard en deus[,] eus e yalc'h a yelo ; / Evit reiñ skiant dezhañ[,] er c'hrazañ, pa vez ret, / M'er c'hraz… An Aotrou Doue n'en doa peurlavaret, » / M'en em gavas eno e dieg pleget e benn, / e zaoulagad bremañ digor d'ar sklêrijenn.
Mar n’hellez ket stummañ an dud diouzh da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da vezañ stummet gant an dud hag an darvoudoù, nemet a-youl e plegfes da se e sell eus ar Vad, rak n’eo ket un dervenn start ez eo, ne vo biken ur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traoù a-ziavaez.
E-keit-se ez eo pep hini eus ar skourradoù meur, dre ma tiforc'h a-douez ar re all, dre e benn, da lavarout eo diouzh tu ar Meurvor, douget da blegañ etrezek an Hanternoz, hag evel-se eo ez eo bet stummet garlanteziadoù inizi Azia ar Reter.
Ar pezh a zisplije ar muiañ d’an daou zen e oa plegañ o c’hein.
Nann ! ne blego ket d'ar c'hoant an hudurañ, a c'hell bezañ maget gant ur bugel bet dibabet gant Doue d'E servijout.
Ac’hanta, pa voe bet lidet hec’h obidoù war an ton bras, goude ma voe bet skuilhet gant pep hini e lod a zaeroù, den ne vane da virout ouzh an intañv d’ober diouzh ma troje en e benn, ha tamm ebet ne oa tuet da blegañ da Soaz Sapeur a blede du-mañ gant ar gegin, hag a rae ivez diouzh red war-dro an ostaleri hag ar stal.
A zo gwir, emezon, hogen ma plegfes, azen, d’ober un tammig krennañ d’az tivskouarn ha da zeskiñ un draig bennak diwar-benn an arzourien-se, kant ha mil gwech gwelloc’h e teufe ganit !
Degouezhout a rae d'am zad-kozh ha d'e bried tañva evel just tammoù a bep seurt, met en em ober a raent eus ar c'hentañ evel gwenn ha melen ur vi, ha mar felle d'e wreg plegañ d'ur reuziad poan-spered, ne veze ket pell Biz Kamm o frealziñ anezhi er stumm-mañ : « Na ra ket gwad-fall, Soaz, pelloc'h amzer c'hoazh e vi marv eget ne vi paour ! »
Ha koulskoude bez' oa anezhañ ur marvailher fentus, un teod mat a abostol a-dal [sic, "adal"] ma plege d'ober gant e yezh vroadel.
Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze 'vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.
Krignet e vezen dalc’hmat gant an doan, ar glac’har pe ar spont ; ne baouezen ket d’ober gwad fall ha tremen a raen gant hanter-voued [hanter voued], kement ha ken bihan ma teuas an hini-gozh, gant an druez he devoa ouzhin, a-benn d’ober d’an den dirollet se plegañ d’he c’hoant : « Da viz here, emezi, kerkent ha ma tigoro adarre ar c’hloerdi, kaset e vo ar paour kaezh minor-mañ da Landreger ha menel a raio di [sic] da gousket ».
Ne ouie ket e c’hwitje ganin kaer en divije c’hoari, ha dre se [dre-se] klask a rae bepred, gwech e galleg, gwech e brezhoneg, ar gwellañ tu d’ober din plegañ, ha biken n’am bije kredet am boa un tad ken distagellet mat en div yezh.
Dre ma tichañsas din bezañ an diwezhañ soner war du kleiz an hantergelc’h, ken tost ha ma ’z oan ouzh an Aotronez-se, a-walc’h e vije bet din astenn va brec’h evit stekiñ ouzh an Impalaer, ha keit ha m’edomp o seniñ an Amzer-Nevez gant Grieg un ton tener ha ken sioul ma termene paotred an trombon hep ober tra, am boe tu da sellout diouzh va c’hoant ouzh an denig a rae da gement a dud plegañ d’e c’halloud divent.
Hemañ ne rae nemet koll arc’hant a-hed ar bloaz, hennezh a blege dindan ur sac’had dle ; daoust ha ne oa ket henhont o paouez adober toenn e garrdi, ha ne felle ket d’eben prenañ ur vuoc’h pe ziv evit he merc’h nevez[-]zimezet ?...
Ne oa ket bet diazezet ur c'heñver-nerzh bras a-walc'h nag ur stourm padus evit lakaat ar galloud da blegañ.
Va faotred, ha ne oant ket c'hoazh boas moarvat da glevout ur seurt c'hwil o voudal en-dro d'o divskouarn, a blegas o fenn, kement hini a oa anezho, o krediñ emichañs edo o vont da stekiñ outo.
Ar gouennoù a zo a-bell 'zo eno, ne fell ket dezho plegañ o c'horf d'al labour, ha, goude ma rafent, n'eus ket a-walc'h diouto.
Ret e voe sentiñ raktal ha neuze, diouzh tro, e plegjont o c'hein da dapout pep hini ugent taol gwilastrenn war o... fenn-a-dreñv, resped deoc'h.
Furchal a ra en e sac'h, kemer ur werenn-greskiñ hag he reiñ din. Plegañ a ran da sellout.
Gwelloc'h eo plegañ ha mont kuit dibistig, ha dont war e giz ur wech all evit adober ar memes taol...
Gant ar gwallreuz-se, a-fet tud hag a-fet skeudenn, e voe ret d'ar patron plegañ hag asantiñ da c'houlennoù an harzdebrerien...
Plegañ o fenn o deus graet an dud ha deuet int da vezañ tonkelour, Aotrou komiser.
Kompren an enebourien ha en em lakaat en o flas a dalv ivez doujañ oute e-giz tud. Aesoc'h a-se e vo lakaat anezhe da blegañ ha da zont ouzh taol ganimp evit marc'hata. Re wir eo: ne c'haller dibab ha marc'hata an arsav-brezel nemet gant an enebourien.
Evel-se e c'hallit diskouez n'oc'h ket tud fanatik a fell dezhe lakaat ar re all da blegañ kousto pe gousto dirak ho toare da welet an traoù.
Mots précédents
Mots suivants
Plegastell