Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Plegañ udb. e daou damm. Daoublegañ un tamm paper. 2. Lakaat ub. da grommañ kalz e gein. Ar groaz a zaoubleg ac'hanon betek an douar. II. V.g. 1. Plegañ war-du an traoñ. Ar pennoù-ed a seblante daoublegañ. 2. (db. an dud) Stouiñ izel, krommañ kalz e gein. Rankout a rejont daoublegañ evit tremen dre ar riboul. [1955] Selloù a-gleiz am boa taolet ivez war ar c’hentañ ofiser e biped lemm deut tre em c’hombod kerkent ha tremenet harzoù Alamagn ; daoublegañ a rae hemañ koulskoude dirak pep hini ac’hanomp ha ne baoueze ket da vousc’hoarzhin keit ha ma rae diouzh e garg [...].

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

daoublegañ

1732
Daveenn : GReg pg (mettre en) double

daoublegañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg daou-bléga (Doubler, mettre en double, plier par la moitié. S'incliner. Se baisser. Se courber. Se pencher. - Courber en deux plis).

daoubleget

1850
Daveenn : GON.II.HV pg daou-bléga (Doubler, mettre en double, plier par la moitié. S'incliner. Se baisser. Se courber. Se pencher. - Courber en deux plis. Part.)

Daoubleget en deus dirazomp.

1850
Daveenn : GON.II pg daou-bléget (Il s'est incliné devant nous).

daoublegañ

1850
Daveenn : GON.II pg stoui ou stouvi

N'hellan ket e zaoublegañ.

1850
Daveenn : GON.II pg daou-bléga (Je ne puis pas le mettre en double, le plier par la moitié).

Pa deuis ennon va-unan, e oa marv va fennad gouloù : edon o taoublegañ evit sevel em sav : — Peoc’h, Yann Pennorz, eme an Aotrou Krenn goustadik ! Peoc’h, ar soudarded a zo adarre e Maner al Liorzhoù.

1878
Daveenn : EKG.II p.53-54

daoublegañ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXI

Selloù a-gleiz am boa taolet ivez war ar c’hentañ ofiser e biped lemm deut tre em c’hombod kerkent ha tremenet harzoù Alamagn ; daoublegañ a rae hemañ koulskoude dirak pep hini ac’hanomp ha ne baoueze ket da vousc’hoarzhin keit ha ma rae diouzh e garg : « Pass, bitte schön, mein Herr ! » emezañ pe « Gnädige Frau, geben Sie mir, bitte Ihren Pass !»

1955
Daveenn : VBRU p.30

Ofis publik ar brezhoneg