Talvoudus eo, evelato, diverrañ ar pezh a sonj ar ouizieion diwar-benn an traoniennoù-se, o rummata, o zaolennañ, displegañ ar goulakadurioù pouezusañ savet evit o displegañ.
Teñzor Beg-ar-C’hraneg, evit displegañ ar wirionez penn-da-benn, n’eo bet gwelet gant den, mes an holl a oar, e Lotei, ez eus eno, kuzhet e kalon an douar, arc’hant gwenn hag aour melen e-leizh, peadra da « zic’hleañ » Bro-Chall e-keñver Bro-Saoz hag an Amerik.
Ha Lom a zisplegas dezhañ dre ar munud ar pezh a oa c’hoarvezet gantañ.
An Tad-Mestr, avat, keit ha ma tisplege e gentel diwar-benn Merc'hed Eva, ne denne ket e selloù diwar ar paotr kaezh.
Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.
- Ya ! ni !... N'oûn dare penaos displegañ va freder... Ne zeu ket soñjoù divodest da virout ouzhit da gousket, a-wechoù ?
Da skouer, alies-tre e veze goulennet diganin displegañ un unangomz fentus a dreveze Le Roi s’amuse gant Viktor Hugo, ha da bep ar mare e teue din lavarout e pep seurt stumm ar gerioù Elle est morte, a ziflape e[-]giz un diskan.
Gortoz !... ha c’hwi ivez, lennerien ger, c’hwi a ranko gortoz ur pennadig. Sitchas ! Sitchas !... mar n’on ket bet un torr-penn re enoüs gant va rambre, ha gant ma laosko ganin ar gozhni nerzh da genderc’hel gant va eñvorennoù, displegañ a rin deoc’h da vloaz peurrest va zammig buhez.
Aliet ’ oan bet da zeskiñ ur vojenn gant La Fontaine, ha displegañ a ris eus va gwellañ Ar gounideg hag e vugale.
Pennboufet e oan an deiz-se evel un Impalaer roman o paouez diskenn a-ziwar e garr-enor, rak deut e oan war[-]eeun eus Dantzig d’arvestiñ ouzh va fezh kentañ Ar Samaritan Madelezhus displeget gant Dullin hag e strollad.
Gant Studi ha Chanterioù e tay er-maez 'benn nebeut ul levrig a zisplego en un doare eeun perzh an tachennoù-kloz en temz-amzer [...], e kelc'hiad an dour
Tremen a reomp an noz en ur geriadennig, stignet hor gweleoù dindan "veranda" ul lochenn, kuit da zisplegañ an teltoù.
Diaes eo avat displegañ perak e kaver tarzhioù a seurt-se etre Kap ar Palmez ha delta an Niger, ar pezh a laka an aod-se da vezañ unan eus ar re ziaesañ a oufed kavout.
An traoù goulennet a rank bezañ displeget dre ar munud da gentañ, ha diverret en ur frazenn pe ziv goude-se.
Dre vras [dre-vras] eo gwell soñjal e daouadoù stourmerien, evel m'hon eus displeget kentoc'h, rak evel-se e vefont gouest d'en em wareziñ an eil egile ha da c'houlenn skoazell betek gouzout m'az afe da feuls ar boliserien.
Pezh a c'hell bezañ abeg da unan bennak da zivizout lazhañ anezhañ, ne zispleg ket koulskoude an doare en deus dibabet evit hen ober.
Sevel ur vouezhiadeg keodedel pe un dilennadeg nevez, met war an dachenn bublik hag hep sikour an dud e karg -evit lakaat an estrañjourien da votiñ da skouer peogwir n'o deus ket gwir d'en ober-; boikotiñ an dilennadegoù, chom hep kemer perzh, votiñ -ha displegañ ar rag hag ar perag d'an holl dre ar mediaoù !-.
Displegañ a ran dezhe peseurt poellata eo ma hini ha gortoz ur c'hinnig met dilavar e chomont-holl.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
displegañ