I.
1. Pleg krenn pe grennoc'h zo en un hent.
Troioù-pleg berr.
HS. kammdro, korn-tro, tro-gamm, tro-gorn.
II.
Dre skeud.
1. Taol gwidre, farsadenn fall graet gant ub. da ub. all.
Tamall a reas dezhi he zroioù-pleg.
HS. troidell.
2. Trl.
Kavout an dro-bleg d'ober udb. : kavout an tu, an digarez d'e ober.
3. Trl.
Klask un dro-bleg, troioù-pleg : na zisplegañ eeun ar pezh zo anv anezhañ.
HS. troidell.