Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. A. H.g. [1499] Metal louet-arc'hlas (ar. kim. Pb), doues-kenañ, aes da c'hoveliañ ha da deuziñ. & [1927, 1931] Biliennoù plom : boledoù. & Trl. skeud. Un troad plom : distumm. B. G. Dre ast. 1. Benveg, anezhañ un dolzenn blom stag ouzh un neudenn a dalvez da vuzuliañ donder an dour. 2. [1499] Benveg, anezhañ un dolzenn blom stag ouzh un neudenn, a dalvez da wiriañ sonnded ur voger, h.a. Ur plom mañson : ur blomenn-skouer. II. Str. Bouloùigoù graet gant ar metal-se a implijer evit oberiañ tennoù. Ar c'had-se he deus tapet plom. DHS. drajez.

Exemples historiques : 
24
Masquer la liste des exemples

plom mañson

1499
Référence : LVBCA p140, 165 (cramaillee)

plom

1499
Référence : LVBCA p165 (plon)

En eil poent e joenter hag e komzer serten / A ur fin infinit, kredit, na doutit ken : / Penaos diouzh plom ha skouer, / E varnher [varnfer] pec'herien / Dre'n fin-mañ kredet [kredit] lemm, ho tremm a renk [rank] tremen

1575
Référence : M. p36

boled plom

1659
Référence : LDJM.1 pg bale de canon

bilienn blom

1659
Référence : LDJM.1 pg bale de plom

plom

1659
Référence : LDJM.1 pg plomb

kan plom

1732
Référence : GReg pg canal (conduit, aqueduc, de pierres, de brique de plomb, &c)

harnez ne c'hall ket ar boledoù plom da dreuziñ

1732
Référence : GReg pg (cuirasse à l') épreuve (du mousquet)

kan plom

1732
Référence : GReg pg goutiere (Goutiere de plomb.)

boled plom

1732
Référence : GReg pg bale (de fusils, pistolets)

arched plom

1732
Référence : GReg pg cercueil (vaisseau de plomb pour mettre un corps mort)

likit ho plom amañ

1850
Référence : GON.II.HV pg ploum

plom

1850
Référence : GON.II pg ploum

mengleuzioù plom a zo e Breizh

1850
Référence : GON.II pg meñgleûz

Ur vengleuz plom a zo e Uhelgoad.

1850
Référence : GON.II pg ploum (Il y a une mine de plomb à Huelgoat.)

P’en em gave al listri bihan-se war-wel da zouar Bro-Saoz e taolent o barrikennadoù gwin-ardant er mor, un tamm plom pounner stag outo, evit o c’has d’ar goueled, hag, ouc’h an tamm plom-se, ur gordenn hir, ur pezhiad spoue ouc’h he lost evit neuennat war an dour, da ziskouez e pelec’h edo.

1877
Référence : EKG.I. p.18

Hon tennoù a lakay mesk ha kabal en o zouez ; e-pad ma vezint oc’h esa gouzout eus a belec’h e kouezh glav plom warnezho, ni hor bezo amzer da gargañ ha da dennañ adarre.

1877
Référence : EKG.I. p.163

Neuze ’ta, dirak Doue, ho torn war ho koustiañs, e kav deoc’h eo ret deomp lakaat Loull ar Bouc’h d’ar marv ? — Ya, ya, tremen mall eo ; ha pell a zo emaomp o c’houlenn an eil digant egile perak ne deue ket deomp, a-berzh hor mestr, an urzh da gas ur voled plom pe ziv da bounneraat penn Loull ar Bouc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.109

Ha soñj dit, mignon Tomaz, ar seier a vano ganimp, a vo mat, goude vent kannet, da lakaat war hon c'hein en noz, en-giz ballino[ù] pa vez[z] rev en amzer ; hag un tamm plom en beg eur fiselenn a zo mat da dizhañ gedon.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

bilienn blom

1927
Référence : Geri.Ern pg bili

biliennoù plom

1931
Référence : VALL pg balle

Neuzioù an torosennadur eo ar pezh a anavezomp an nebeutañ : war an douar e welomp anezho ; bez' e c'hellomp merkañ war ar c'hartennoù uhelder al lec'hioù uhelañ ; dindan ar mor ne c'hellomp merkañ nemet an donder kavet e lec'h pe lec'h ; n'ouzomp ket ha n'eus ket ur menez o sevel e-kichen al lec'h ma 'z eo kouezhet ar plom.

1943
Référence : TNKN p12

Ur c’had a lammas er waremm hag, e tri pe bevar lamm he doa gounezet an tu all, an tan, ha neket ar plom, en he fenn a-dreñv.

1944
Référence : ATST p.78

Ha falc'het ' vo [ma zamm korf] ha distrantet / Gant bili plom ar Chouanted / O tont da dreuzi ma c'herc'henn.

1960
Référence : PETO p65-66

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux