I.
1. [1732, 1909] Perzh, dalc'h ub., udb. zo sonn.
Ar maen-se n'emañ ket en e blom. Lakaat ur peul en e blom. Delc'her udb. e plom, en e blom.
2. Trl., dre ast.
(db. an dud)
Bezañ en e blom : bezañ yac'h, imoret-mat.
&
Trl.
Ur sac'h goullo ne chom ket en e blom : ret eo debriñ evit gallout herzel.
II.
Dre skeud.
1. Kempouez, sioulder, peoc'h.
Kavout e blom : e gempouez spered.
An dra-se a zalc'h ar bed en e blom.
2. (db. oberoù, obererezhioù an dud)
Kas udb. da blom : e gas betek ur stad ma'z ay mat en-dro.
&
Delc'her un embregadenn en he flom : Ober ar pezh zo dleet evit ma vefe kaset da vat.