Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. [1732, 1909] Perzh, dalc'h ub., udb. zo sonn. Ar maen-se n'emañ ket en e blom. Lakaat ur peul en e blom. Delc'her udb. e plom, en e blom. 2. Trl., dre ast. (db. an dud) Bezañ en e blom : bezañ yac'h, imoret-mat. & Trl. Ur sac'h goullo ne chom ket en e blom : ret eo debriñ evit gallout herzel. II. Dre skeud. 1. Kempouez, sioulder, peoc'h. Kavout e blom : e gempouez spered. An dra-se a zalc'h ar bed en e blom. 2. (db. oberoù, obererezhioù an dud) Kas udb. da blom : e gas betek ur stad ma'z ay mat en-dro. & Delc'her un embregadenn en he flom : Ober ar pezh zo dleet evit ma vefe kaset da vat.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

e plom

1732
Daveenn : GReg pg droit (perpendiculaire, qui est à plomb)

Emañ en e blom.

1732
Daveenn : GReg pg fort-e (C'est-là son fort.)

an tamm hag al lomm a zalc'h an den en e blom

1909
Daveenn : BROU p. 395 (lomm : goutte)

plom

1909
Daveenn : BROU p. 410 (d'aplomb)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial