I.
Doar./Stn.
A.
1. (db. an traoù)
Sonn.
Ar voger-mañ n'eo ket plom. Delc'her udb. plom.
&
Dont da blom : dont da vezañ sonn.
Evel-se o zi ne zeuy james da blom!
2. (db. an dud)
Sonn, start.
Bezañ, chom plom en e sav.
[1877] Ar baotred yaouank a dlee tennañ d’ar sort, hag ez oant kalz, start war o zreid, plom en o sav, o boned "segovii" a-ispilh war o divskoaz, a valee, hep aon, dre gêr, sioul ha mut da welet.
&
Trl. pemdez
Bezañ plom war e dachoù : war e zivesker.
&
Trl. kv
Bezañ plom e-giz ur post kloued, un tour : sonn-kenañ.
Bezañ plom evel ur maen.
B. Dre ast. (db. an torosennadur)
Serzh. Menezioù plom.
C. Dre skeud.
1. (db. an dud)
Kempouezet e spered.
An den-se n'eo ket plom a-walc'h.
2. (db. ar broioù)
Mat e stad armerzhel, politikel.
Ar vro-se n'eo ket gouest da chom plom drezi he-unan.
&
Delc'her plom enor ur vro : e zelc'her start.
II.
Adv.
A.
1. A-sonn.
Kouezhañ plom war e benn.
2. Dre ast.
Dres.
Erruout plom en ul lec'h bnk.
An avel a zeue plom aze. Setu mat! Emaoc'h plom er soñj ganin ! : ar memes soñj hon eus.
B.
Dre skeud.
Lakaat ur vro plom en he sav : lakaat he stad armerzhel, politikel da vezañ mat.
DHS. a-blom.
Daveenn :
GON.II.HV
pg téôlen(-bloum) (enfaîtement, table de plomb qui se met sur le faîte des maisons couvertes d'ardoises)
Kerkent e voe klevet stalaf ar gwele o tigeriñ en ur strakal hag ar sakrist oc’h ober ul lamm plom war ar bank.
Kerkent e oue klevet stalaf ar guele o tigeri en eur strakal hag ar zakrist oc’h ober eul lamm ploumm var ar bank.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.111
Ar baotred yaouank a dlee tennañ d’ar sort, hag ez oant kalz, start war o zreid, plom en o sav, o boned "segovii" a-ispilh war o divskoaz, a valee, hep aon, dre gêr, sioul ha mut da welet.
Ar baotred iaouank a dlie tenna d’ar zort, hag ez oant kals, stard var ho zreid, ploumm enn ho za, ho boned "segovii" a-ispill var ho diou skoaz, a valee, eb aoun, dre gear, sioul ha mud da velet.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.265
En em gavet miz gwengolo ez a an amzer war dommaat hag an heol a vez plommoc'h[sic] war hor penn da greisteiz.