Saig Jelvest, ar c’habiten, a oa ur gwaz, ma oa unan : un den a c’hwec’h troatad, ledan e c’hoûg ; e zaouarn, div c'holvazh ; a-blom war e dreid, e ziv votez-koad, hep gaou, a oa heñvel eus div laouer-doaz ; e benn, ront ha moal evel ur vilienn, a oa garlantezet a vlev, ruz gwechall, dislivet bremañ, ho pije lavaret livet gant dour soavon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankoù louet ha druz, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket don gantañ en e benn.
Morvitellet e oa an iliz freuzhet [sic, freuzet], ar c'hloastr, ar serz[h]ennoù o sklent lintrus, dindan bannoù a-blomm un heol gor.
Neuze, pa soñje Kathrine er burev, ne zeue da soñj dezhi nemet un dra, skeudenn ar voketenn, a save d'an nec'h un tamm ouzh ar voger, ur santad iskis bezañ en he sav warni, evel pa ne vije ket he zreid a-blom war al leur.