Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

A. 1. [1659, 1732] Galloud dibar spered an den da lakaat un urzh reizh, hervez pennaennoù zo, en e gealioù, e vennozhioù, hag alese da varn, da anavezout ar mad diouzh ar fall. Ha talañ a ranker ouzh ar c'hudennoù o vont diwar ar poell pe da-heul ar santadoù ? & Perzh heverk eus ar galloud-se. Lakaat dalc'h ha poell en e gomzoù. & [1732] Kemer poell : lakaat e spered da labourat. Kemer poell da zont a-benn eus un dra. 2. Dre ast. [1850, 1960, 2015] Speredegezh, skiant-vat. Un den a boell. & furnez. Ar briedelezh a laka poell e spered ar paotr. B. 1. Perzh un den a zalc'h war e santadoù, a daol evezh ouzh ar pezh a ra. Poell o deus an dud pa vezont gorrek o kounnariñ. Ne gan ket e veuleudi e-unan, un den a boell eo. 2. [1985] Dalc'husted. An den-se n'eus tamm poell ebet en e oberoù.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

kemeret poell da

1659
Référence : LDJM.1 pg appliquer son esprit a

hep poell

1732
Référence : GReg pg (sans) arrêt (sans retenue)

poell

1732
Référence : GReg pg arrêt (retenüe), constance (force d'esprit qui entretient toûjours l'ame dans une même assiette & fermeté)

kemeret poell da zont a-benn eus a un dra

1732
Référence : GReg pg appliquer

poell

1850
Référence : GON.II pg poell

un den hep poell eo

1850
Référence : GON.II pg poell

Dre o galloud hag o foell eo ret dezhe bezañ ur stagell etre Breuriezh ar Varzhed hag ar c'hevredigezhiou all.

1909
Référence : REZI p.19

Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouzh dremm-den ken ma n’houljent flemmañ ur c’har dezho pe ur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiat, akuit en emgannoù, ampart el labourioù-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran !

1923
Référence : SKET p.121

Dirak an teir gwerc’hez e vougjont tan o selloù, e lakjont dalc’h ha poell en o c’homzoù hag e voe an neuz anezho azaouezus ha sentus.

1923
Référence : SKET p.101

"poell" g.

1924
Référence : SKET.II p.138 « Geriadurig », "Mesure, prudence, jugement, discernement, raison".

D’ar skrivagner e roio Lugus Smertos (2) gouiziegezh, gwirionded ha helavar[ded] ; d’al lenner e roio poell, furnez ha meiz.

1924
Référence : SKET.II p.6

Ya ! Graet e vo ur viltañs anezhañ, ma anzav... ur pezh divergont siet-fall... kaset kuit, marteze, peogwir e vo bet treuzwisket poell e gofesadenn.

1949
Référence : SIZH p.60

Tud a boell an dispac'herien / A zo hor gwashañ mac'herien / Dalc'hmat o klask prientiñ freuz / Ha skignañ gwalleurioù ha keuz ?

1960
Référence : PETO p18

Labourat en devoa graet gant poell ha kalon, e-unan e diabarzh ar vro, pell eus preder an dud; laouen e oa gant e vuhez nevez ha ne oa ket bet mac'het gant an natur.

1985
Référence : DGBD p78

Aesoc'h a-se [na waskañ war an dud] e vez a-drugarez da boell ekonomiezh ar marc'had : breskoc'h-bresk e vez al labourerien ha nebeut-tre a amzer o dez da brederiañ ; dibaouez e vez broudet an tiegezhioù da brenañ ha da veveziñ, ar pezh a zegas dle muioc'h-mui war o chouk hag a redi anezhe da soñjal en amprestoù da resteurel kentoc'h evit er stourm.

2015
Référence : DISENT p153

Dre belec'h e fell deoc'h ma krogimp? Hervez ar poell, gant e guzulier kemedel. Ma krogomp gant ar c'hemederezh e vo ret deomp klask e deuliad, komz gant ar gwirier, hag e-keit-se e c'hell unan bennak lakaat anezhañ war evezh hag elfennoù 'zo steuziañ kuit.

2015
Référence : EHPEA p89

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux