A.
1. [1931, 1985] Tamm fisel, a dalvez d'ober ul liamm dh.
Kavet ec'h eus ur poell da eren ar sac'h. Lakaat ur yar a-istribilh gant ur poell en-dro d'he gouzoug. Skoulmañ ur poell, stagañ gant ur poell.
&
Ent strizh
[1732] Liamm pe skoulm a stager gantañ ur gudenn da virout outi da zibunañ, da vont a-fuilh.
2. [1732] Penn ur gudenn c'hloan.
Gant ar poell e chom a-sav ar gudenn.
&
Trl. skeud. (db. ar prezeg dh.)
Koll poell e neudenn, e gudenn : na c'houzout ken pelec'h emeur en em gavet ganti.
Ar meiz a goll poell e gudenn : ne verz ket mui urzh reizh an traoù.
3. PESKETAEREZH
Neudenn a ra tro ar roued.
A-hed an astenn, a lagadenn da lagadenn, e tremen un neudenn anvet ar poell.
B. Dre skeud., difetis
1. (db. ar prezegennoù, an danevelloù, ar skridoù)
Dibun reizh (ar mennozhioù, an darvoudoù).
Koll poell e zanevell, e brezegenn : na c'houzout ken pelec'h emeur en em gavet gant an dibun anezhi.
2. Tu, doare ober evit dirouestlañ udb. luziet.
Gouest eo da gavout ar poell e pep kudenn. Kavout poell d'e gudenn.