Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. A oar ober gant poell (h.g. A). Un den poellek. Daou skrivagner gouiziek ha poellek. & Trl. Poellekoc'h e vefe d'ub. ober udb. : muioc'h a boell a ziskouezfe ouzh e ober. & (db. oberoù an dud) Graet gant poell. Komzoù poellek. 2. Fur, skiant-vat dezhañ. Ar c'hi-se zo poellekoc'h eget meur a zen. HS. poellet.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

poellek

1850
Référence : GON.II pg poellek, poelluz

Hogen evit se e vezo dezhe ret bezañ poellek en o enklaskoù gant aon rak digemeret tud dibenn, pe re yaouank a spered, pe gouest da dreiñ enep d'ar vro.

1909
Référence : REZI p.19

R’az tevo ouzh da oaled ur bried kaer, eeun, poellek, ijinek, oberiat ha difraeus, kalz a vibien vagol daoulagad-glas da genderc’hel da ouenn, kalz a verc’hed kenet-gwenn-koant, rodellaouet-aour, da laouenaat da galon ha da leuniañ da staolioù (1).

1923
Référence : SKET p.83-84

Poellek ha difrae e teuas o labour gant ar Skaled : da doullañ ar c’hleuzioù e raent gant pigelloù ha palioù, hag an atredoù diouto a gasent er-maez war-bouez sec'hier lêr pe gestoù ha boutegi aozilh.

1923
Référence : SKET p.127-128

Ur varzhenn a blac’h ez oa ar Brigia-se, pa ’z oa-hi ker gouiziek, ken helavar, ker speredek, ker poellek hag he zad. Par ez oa dezhañ e pep tra.

1924
Référence : SKET.II p.24

An hevelep tan evit Keltia a loske ennomp, hag hor lakae da ober an hevelep huñvreoù hep gouzout hag eñ e oant poellek.

1944
Référence : EURW.1 p.183

Daoust ma'z eo kalet an urzhiadur nevez, / E vefe mat anzav ha teurel evezh / Eo bet, gant tud poellek, aozet ha reizhet, / Tud n'eo o spered na pounner na seizet.

1960
Référence : PETO p17

Stourmet e vo en ur mod difeuls-tre, hep kasoni na fulor ; diskouezet e vo pegen poellek eo hon arguzennoù, pegen mennet ez omp, pegen mallus eo an traoù ha penaos n'eus ket tu da cheñch anezhe e mod all.

2015
Référence : DISENT p82

Poellekoc'h a-se e rankomp bezañ dre ma tiskuliomp sistem diboell hon enebourien, pa ziskouezomp peseurt doareoù fall a zo skoachet dindan o gizioù kempenn hag o c'homzoù flour.

2015
Référence : DISENT p43

Ar pep poellekañ deomp a vije mont da gentañ da guzulva Korasidis met e riskl emaomp da vezañ tapet gant an diskeladeg hag ar stankelloù.

2015
Référence : EHPEA p45

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux