Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. A denn da aozadur ar galloud ha d'an implij a reer anezhañ en ur gevredigezh aozet ; a denn da renerezh ur Stad. Ar galloud politikel. Mennozhioù politikel. 2. A denn d'an darempredoù etre ur gouarnamant hag ar c'hostezennoù enep; a denn d'ar galloud ha d'ar stourm evit ar galloud. Ur strollad politikel. Ar vuhez politikel. Ur blegenn, un enkadenn bolitikel. & Prizoniad politikel : abalamour d'e vennozhioù politikel.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

Klask a raimp lakaat warni ar pep pouezusañ eus ar vuhez sevenadurel, sokial ha politikel

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.6

Un deiz ez eo ar c'hweluniadoù. An deiz war-lerc'h ur strollad politikel bennak. An eil antronoz, ar re oc'h engroeziñ evit kunujenniñ ar gannaded. Ar peurliesañ, ne ouzomp-ni ket ivez. Mont a reomp, en em bostañ ha gortoz penaos e troy.

2015
Référence : EHPEA p32

Gant an taolioù-se e klasker diskouez piv eo an enebourien e gwirionez, teurel un tamm sklêrijenn war o c'homzoù toull, war o oberezhioù kuzh, hag all, hag all... betek ma kollfont an dud a vot evite, o fratikoù, o skoazellerien a-genwerzh, o c'hamaraded politikel, ha kement zo, rak ne fello ket d'ar re-se bezañ lousaet gant brud fall hoc'h enebourien.

2015
Référence : DISENT p56

Kemer divizoù politikel eneplezenn.

2015
Référence : DISENT p57

Un takad gris an hini eo, hag a vo gwelet evel un dra feuls gant lod pa vo gwelet evel ur vandalerezh politikel nemetken gant lod all, hep na vefe grevusoc'h evit-se (nemet evit a sell ouzh ar justis!)

2015
Référence : DISENT p67

Arabat kennebeut kontañ war ar fed e teuy atav ar polis da herzel ar stourmerien -dibenn skrijus- rak gallout a ra an dud e karg soñjal ez eus muioc’h a riskloù -evit an dud o-unan, pe war an dachenn bolitikel- ma tibabont mont dre heg.

2015
Référence : DISENT p77

P'emaomp ganti, diwallit bras diouzh implijidi ar polis politikel, ar servijoù kuzh evel an Titouroù Hollek (RG-ed deuet da vezañ DCRI).

2015
Référence : DISENT p144

Peseurt plas reiñ d'ar mediaoù all, pe vefent prevez pe foran, ha d'o ajañsoù hag a zo hualet evelte -abalamour da insterestoù politikel pe ekonomikel- ?

2015
Référence : DISENT p117

Ral-tre eo e vefe harzet an dorfedourien gwisket cheuc'h, an dud a vrein ar sistem, floderien an telloù, an hailhoned a batroned, ar re a druch gant gwir al labour, pennoù-bras ar mafia hag a zo boas da varc'hata, da sikour a-wechoù ha da arc'hantaouiñ gwech ha gwech all ar vuhez politikel hag an industriezh vras.

2015
Référence : DISENT p146

Evit ar vojenn-se da vezañ faltazius ken-ha-ken, ha bet savet dreist pep tra evit ezhommoù politikel da vare an Duked, e tiskouez splann e oa chomet bev hengoun Ilias Homeros betek penn pellañ kornôg Europa hag e-kreizig-kreiz ur Grennamzer gwallvrudet, e gaou, evit bezañ marevezh an dud dizesk ha gouez.

2016
Référence : ILIAS P 9

Note d'étude

Diwezhat-tre [1980] e kaver skouer kentañ ar ger-mañ.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux